— « Tech ar c’hoari en doa kaset ac’hanoun betek an dienez ; n’em boa mui gwenneg ebet evit paea va dle, hag e teuas ar vourc’hizien da lakaat foar war va zammig peadra. Ne jome mui ganen ken tra da ober nemet mont da glask va boued.
Daou zervez a yoa n’em boa debret tamm, pa zigouezis dirak eur maner eus ar re gaera.
Gwelet a rean eus an hent ar c’heginou, e leac’h ma ’z oa eun druilhad paotred ha merc’hed endro d’eur fourn houarn goloet a gastolorennou a daole a bep tu ar c’houez an dudiusa.
Ya, yer, houidi, ha traou all, en o leiz, a yoa o rosta dirak eun tan brao !
Eur mennoz heuzus a deuas d’in. Lakaat a ris pep fouge dindan va zreid, ha me o vont da gaout ar mestr keginer :
— « Aotrou ! emeve d’ezan. »
Heman n’en doa ket klevet ac’hanoun o tont hag ec’h en em gavas ken nec’het gant va c’homzou ma lezas da goueza war al leur ar podad viou a yoa gantan etre e zaouarn.
Kas a reas ac’hanoun da vale gant pep seurt komzou kasaüs.
— « Er-meaz ! emezan gant kounnar, n’omp ket kustum da vaga al lamponidi. Er-meaz ! ha buanoc’h evit an dra-ze ! pe bremaik ar chas a welo ha kalet eo ho ler… Hep ! distagit Kastor ha Pollux, hag hisit anezo ouz ar pez divalo ma ! »
Hogen, d’an ampoent e oe gwelet eun troc’h mat a zen o tont, soun e benn ha lemm e lagad.
— « Piou, emezan, eo an hini en deus hardiziegez a-walc’h da lakaat er meaz eus va zi ar paour a deu da c’houlen eur goudor ? Meur a wech, Valer, em eus lavaret d’it ez out kalz re rust. Rei a ran