marvailhou hag a rae gwechall holl dudi ar Beilhadegou e tiegeziou Breiz. Ar gwir skrivanierien vroadus n’hallent mankout da veza enkrezet gant an dra-ze, rak a-gevret gant ar marvailhou e santont ive o tec’het ar spered breizek.
Evit o mad e ve red dougen ar yaouankizou d’en em staga ouz oaled o ziez epad beilhadegou ar miziou du, e leac’h mont da redek aman hag a-hont, pell diouz o zud. Mes evit digas en dro ar beilhadegou a c’hiz koz eo red ive kaout marvailhou. Etouez ar skrivanierien o deus da genta kroget el labour d’ober marvailhou nevez evit ar Vretoned ema, sur mad, Klaoda Ar Prat.
Piou n’anavez hano ar barz karet Klaoda ? Piou n’en deus gwelet e hano e traon eur bern skridou leun a bouez hag a furnez, er c’helaouennou breton evel Kroaz ar Vretoned, Feiz-ha-Breiz ha Le Pays Breton ? Meuleudi oberour Mouez Reier Plougastel, Marvailhou ar Vretoned ha Buez Arzur a Vreiz n’ema ket d’ober ; ar brud anezan azo tec’het pell zo, nan hepken dre bevar c’horn hor bro, mes nijet eo, dreist ar mor, betek Bro-Geumri.
Eur bokedad gwerziou ha soniou koant koant, moullet gantan e 1905 dindan an hano Mouez Reier Plougastel, a reas d’ar skrivanier, brudet dija d’an ampoent, beza lakaet e renk gwella barzed Arvor.
Mes ne gendalc’has ket en hent en doa kemeret da genta. Prestik e tilezas an Delen hag e leac’h barzoniezou en em lakaas da skriva marvailhou, muioc’h diouz doare ar Bobl. E Marvailhou ar Vretoned e tal an tan, moullet e Sant-Brieg (1907), Klaoda Ar Prat a lakaas ar pep kaera eus an istoriou bet skrivet gantan war Groaz ar Vretoned. Eur prez bras a oe raktal war al levr, koulz e Keumri evel e Breiz : eur guchennad vad a werzas, er vro-ze, d’ar Varzed keumroad… ha prest ne jomas mui hini gantan.
An digemer kalonek roet dre-holl d’e Varvailhou a oe eur c’hennerz d’an aozer da vont war raok gwasoc’h-gwaz. Kendelc’her a reas gant aked da skriva