— « Ha koulskoude em eus aon, ha va zad dreist-oll… »
— « Sonjet hoc’h eus dimezi, hag hoc’h eus aon ne blijfe ket d’ho tad ar muia karet hoc’h eus dilennet ? »
— « Gwasoc’h ’zo, va mamm. Gouzout a rit e karan hag ec’h heulian relijion ho tud koz. Klevet em eus bet ganeoc’h hoc’h-unan an taoliou kaer a rejont en Douar Zantel ha zoken en hor bro ; lavaret hoc’h eus bet d’in ive penaos e varvas an de mezel a Gergolvan deuet da veza leanez, taget gant ar c’holera epad m’edo o prederia gant ar glanvourien a vije anez da ze maro hep den war o zro. Ha ne gav ket d’eoc’h, mamm, e ve kaeroc’h an dra-ma eget kement o deus gallet ober an holl varc’heien deuet eus hor lignez ? »
Ar vamm a blegas he fenn ; kredi a-walc’h a rea beza kavet poell ar guden er pez a c’hoantea he merc’h Anna.
— « Ho tad eo, petra lavaro ? »
— « Fizianz am boa e rojec’h d’in ho skoazel. »
Daoust d’he buez nebeut kristen, an itron a Gergolvan a dalc’he e goueled he c’halon da zougen bri (estim) d’ar relijion a ra ar verzerien, ar gwerc’hezed hag an dud kalonek dare da rei o buez evit o nesa ; setu perak n’helle ket miret da veuli a spered nerz-kalon he merc’h.
O veza pouezet mad pep tra, e teuas zoken da veza leun a fouge gant he merc’h, hag e welas sklear dourn Doue er pez a c’hoarveze. An diesa ’vije ober d’an tad asanti, hen ar c’hannad ruz, an den fallakr en doa touet ober brezel d’an Iliz ha d’ar feiz kristen. Mont a reas d’e gaout evelato.
Ne vezo hini ebet souezet pa lavarin ez eas eur sac’had droug en aotrou a Gergolvan ; n’oa mui