henvel oc’h eun den, lavaret e vije e oa deuet ar gounnar da gemeret stum den ; toui a reas n’ez aje morse e verc’h da leanez, da vihana keit ha ma vije hen beo. Kement-se a vije eur vez evitan, ha n’en doa ket a c’hoant e vije c’hoarzet gwap d’ezan evit eun dra ken diskiant war e veno. Ne gouskas ket eur berad en noz-se ; e spered a oe merzeriet gant huvreou spontus ; gwelet area e wele kelc’hiet gant eur maread saeou du, beleien ha leanezed, hag evit n’o gwelje ket e klaske trei e benn ; hogen, kaer en doa, rede oa d’ezan sellet oc’h ar skeudennou du a yoa dre-oll en e gambr.
An noz warlerc’h a oe henvel, nemet e welas ouspen e verc’h o ouela e-harz e dreid, oc’h hen aspedi da rei d’ezi e asant. An abaden-ma a badas epad eiz deiz ; ma kollas e nerz ha e yec’hed, dre ne gave mui tamm saour ebet gant e voued.
Setu ma lavaras eun dervez, droug bras ennan :
— « Mont kuit pa garo ! Ne fell mui d’in nag he gwelet na klevet hano anezi ! Ra gouezo va malloz warni ha war ar re holl a zo henvel outi ! Ra’z ay er-meaz eus va zi ! »
Hag ar plac’h yaouank a yeas eus ar maner, o pedi Doue da gaout truez oc’h he zad…
Meur a zervez a yoa edo ar Gannaded o klask an tu da zevel eul lezen da ziskar an holl ursiou leaned, relijiuzed.
— « Ar seurt tud-se, eme eur re, a zo eur riskl evit ar vro. »
— « N’hon devezo morse ar peoc’h, eme re-all, ma ne vezont ket stlapet e-maez ar vro, evel ma oe great gwechall d’ar Jezuisted. Ha neuze, da betra