e talv buez ar venec’h hag al leanezed se sebeliet en o c’houenchou ? Pe seurt vad a reent ? »
En deiz se, an Aotrou a Gergolvan a yoa war e du mad. Gwaza ’zo, n’oa ket bet roet d’ezan an donezon eus ar prezegennou helavar ; e zoare koms a yoa henvel a-walc’h oc’h hini am holl, ha setu perak e kemere e ebad oc’h huchal : « Mad tre ! Mad tre ! Brao ! » pa felle d’ezan diskouez d’e vignoned o doa komzet a zoare.
An darn vrasa eus ar Gannaded a gavas mad a lezen, ha setu ma oe douget.
Eur pennad goude e oe skarzet ar c’houenchou : ar venec’h hag al leanezed a rankas mont da c’houlen goudor gant an estren, en harlu, ’leac’h ma oe great d’ezo eun digemer kalonek.
Hon dijentil ne bade mui gant al levenez a leunie e galon, C’hoantaet en divije mont gant pep lean ha leanez betek harzou ar vro evit hopal d’ezo : « Delit, setu aze hoc’h hent ! Beaj vad ! »
Lavaret a rea ez aje eur mare bennak, pa vije vak, da dremen eur miz pe zaou d’an Alemagn, war riblou ar ster vras a reer ar Rhin anezi. Plijadur en divije, emezan, o kaout dre eno eul leanez bennak eus a Vro-Franz, hag e komsche ganti eus gwall-reuziou he bro baour.
Hogen, klenvet a eure dres e derc’hent an deiz ma tlie mont en hent.
— « O, eme al louzaouer, an dra-ze n’eo netra ; c’houi a zo skuiz ; re a labour ! Eun nebeudig derveziou da repoz er zioulded, hag ar yec’hed a deuio d’an daoulamm. »
Ar vedesined a zo marteze brokus gant o meuleudiou. Daoust da ze ar re-ma a reas muioc’h eget holl louzou ar staliou. Ar spered a yoa muioc’h taget en hon dijentil eget m’oa e gorf,