— « N’ez a ket kaer ar chase ganeomp abaoue eur pennad ’zo ! » eme-unan.
— « Ar wirionez eo an dra-ze, avad, eme unan-all ; hogen, eun dra bennak a zo o lavaret d’in penaos hirio… »
— « Kleo ! » eme eun trede.
Hag an holl kerkent da zelaou. Klevet a reant er pellder kleierigou gwetur, hag, eur pennad goude, trouz treid eur marc’h o vont d’an trotig. Douetanz ebet mui : edont o vont da ober eun taol kaer.
— « Ar chanz eo a zo erru davedomp ! a leverjont-i war eun dro. Nerz-kalon d’an holl hag an divreac’h d’an neac’h ! »
Mont a rejont da guzat pep-hini el leac’h merket d’ezan, hag eno e c’hedchont gant habaskded ken na zeuas ar c’haronz. Ne zaleas ket da zont.
— « Ver da ! » eme ar c’hrenva eus ar vanden o trei hag o tistrei e vaz kelen a-zioc’h e benn. « Piou a zo o vont a-ze ?… A-sav, pe emaout o vont da vervel ! »
Eun taol skourjez a oe lavar kenta ar beachour hag ar marc’h a zilammas gant muioc’h a diz. Hogen, a-veac’h en doa great eur gammed bennak, ma tilammas ar pemp laer-all eus o zoullou-kuz. Ar re-ma n’oa ket brao kaout da ober ganto, rak kontilli, pistolennou ha traou-all a yoa ganto a forz.
Hag i da zailha war marc’h, sterniou ha gwetur, ha d’o diskara d’an douar gant an aotrou a zougent. Hema koulskoude a zifennas e vuez gwella ma c’hellas ; hogen an treac’h a jomas e kostez ar re grenva. Pa welas e oa sailhet warnan eur vanden laeron, ar beachour en doa kemeret e bistolen ha tennet daou denn ganto ; den avat ne oe tizet. Ker prim hag eul luc’heden, unan eus ar