Ha setu en eun taol ma klev eur glemmaden zister, ken dinerz ma ne c’hell al leanez na gouzout petra eo nag eus a be leac’h e teu. Daoust hag eun den eo o tenna e halan pe eul labouz noz o c’hournijal dre ar c’hoad ? Ha beza ez eo rounkel ar maro o tarza war vuzellou eur reuzeudig ? Ma chom a zav da zelaou : eun huanaden hirroc’h a deu warlerc’h ar genta. Tostaat a ra neuze oc’h ar c’hleuz, hag e wel ervad roudou eun torfed. Ar reuzeudig a yoa bet taget a veve c’hoaz. Hag al leanez, buan ha buan, d’ar c’har da gemeret an torchennou a yoa ennan evit asten warno korf gouliet ar beachour ; ha hi da c’haloupat d’an ti tosta, ti ar gward, da glask skoazel. Prestik goude edo ar c’horf e kouent al leanez Anjelina Astennet e oe war eur gwele. Al leanez vad a laoskas eur youc’haden skiltrus kerkent ha ma c’hellas gwelet oc’h sklerijen ar goulou dremm distronk an den kez pistiget. Mont a eure er-meaz endra ma poanie he c’hoarezed gant ar gouliou ha ma’z ea re-all da glask al louzaouer.
Hon den a jomas pell bras el leandi, rak n’oa ket krenv a-walc’h da c’hellout beza kaset d’eul leac’h all. Meur a wech epad an amzer-ze e roas d’al leanezed santel testeniou sklear eus e gasoni ouz Doue hag ouz kement a zell oc’h ar relijion ; eun dra ’zo koulskoude hag a skoe e galon : rei a reant d’ezan hep skuiza o c’harantez, o foan hag o amzer. Ar c’hoar Anjelina evelato a zeblante d’ezan beza dreist ar re-all, War evez e veze da glask d’ezan kement a c’hoantea, zoken ar pez a grede a rache plijadur d’ezan ; ne guitae ket e benn-wele.
— « A ! itron, emezan d’ezi eun dervez, ma vije an holl leanezed henvel ouzoc’h-hu !… »
— « Va dlead a ran, emezi kerkent, ha netra