— « Eur wech, eme va mamm-goz, ez oa… O va Doue !… »
An aotrou person a yoa o tont en ti. Mamm-goz a zavas d’e zaludi, eun tammig mezek.
— « Chomit azezet, Madalen, a lavaras an aotrou person, ha kendalc’hit, me hoped, gant ho rimadel… Eur wech ez oa petra ? »
— « Netra, aotrou person !… eur gonchen evit ar vugale ! »
— « Ac’hanta, Madalen, o c’haret a rean kalz gwechall ; mont a rafen e klaoustre e karan anezo bepred. Gwelomp ’ta ! Kendalc’hit gant hoc’h hini. Eur wech ez oa…
— « Hep farsal eo, aotrou person ? c’hoant hoc’h eus e lavar fen va rimadel ? a lavaras Mamm-goz oc’h azeza e kreiz ar c’helc’h. Ne fell ket d’in ober ardou. Hogen, mar bezit inouet, da vihana n’ho pezo ket da damall ac’hanon. »
— « Evel-se bezet great ! eme an aotrou person. Eur wech ez oa… »
— « Eur wech ez oa eun den hag a yoa reuzeudik evel ar vein. O chom edo e harz eur menez uhel, uhel, ken uhel ma’z ea eun tamm mat uheloc’h eget an oabl, an heol hag ar stered. War ar menez-se ez oa o chom eun dijentil pinvidik ha galloudus meurbed. Dindan e wazoniez eo edo ar reuzeudig a zo hano anezan er rimadel ma. Hogen, petra rea ze d’ezan ? E vestr a yoa ken uhel, hag hen ken izel ! Penaos en divije gellet ar mestr gouzout e pe stad reuzeudik en em gave e waz, ha penaos en divije gellet ar paour kez mont da asten e zourn da doull dor ar maner ?
Setu perak morse hon den n’en doa gedet an disterra harp eus an tu-ze.
En e garter, kaer en doa sellet a bep tu, den na deue war e dro ken nebeut ; en enep eo, pep tra, en nenv ha war an douar a zeblante rei an dourn d’e waska gwasoc’h-gwas. Ken reuzeudik oa, ken tenval oa deuet e benn da veza, ma kouezas en dizesper ;