Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/107

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 97 —


— « Gant plijadur, a lavaras an aot. person ; hogen, aon am eus na deufe va zelaouerien da voredi o klevet va frezegen. Ac’hanta, bugale, ar paour-ze en noaz, naon du d’ezan, beuzet en eur mor a anken, eo pep den o veva war an tamm douar-ma, han vet gant an Iliz eun draonien a zaelou. Ar paour kez se eo c’houi ha me lezet da ober hor penn hon unan. An Itron gaer-ze a deu da asten an dourn d’ezan, piou eo ? nemet ar Werc’hez Vari, hor Mamm ; hag ar bugel a zo ganti war he diwreac’h eo ar Mabig-Jezuz. Hag ar roue a zo e gastell war eur menez uhel, kalz uhelloc’h eget an heol hag ar stered, pinvidikoc’h eun tamm mat evit na oa Salomon ar roue bras ha fur, hen anavezet hoc’h eus, hep mar ebet ; Doue eo, gwir Roue ar rouaned. An tamm ouel gwenn roet gant an Itron, warnan eur stereden aour, eo ar feiz hag an esperanz ; hag ar merk-se a ra Jezuz, bugel, gant e wad eo siel ar garantez, merk priz hor prenadurez, sin ar groaz. Ar gannadez askellek a zaveus hon traonien a zaelou, eus kalon ar reuzeudig, hag a ya, pell, pell, dreist an holl heoliou, hep beza harzet gant netra, da gaout an aotrou Doue war e gador aour, ha n’he deus aon ebet da veza digemeret fall, piou ac’hanoc’h, bugaligou, a lavaro d’in he hano ? »

— « Me ! Me !… Me !… aot. person : ar beden !… »



————