Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/114

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



An Diaoul ereet


————


En unan eus keariou Breiz-Izel, lakaomp ez oa Landerne, e veve n’eus ket c’hoaz pell bras eur micherour eus ar re wella, Laou al Luch e hano. N’en divije ket laeret eur spilhen diwar goust den, hag a hend-all, karet a rea al labour : setu penaos oa deuet da veza anavezet ha karet gant an holl er c’harter a-bez. Gwiader oa eus e vicher, ha war a lavarer zoken, n’en doa ket e bar war hed dek leo tro war dro. Janed, e wreg, a boanie eus he zu da viret kempen an ti ha da ober plijadur d’he fried kement ha m’oa en he galloud. An tiegez a yea eta war e du mat, pep hini oc’h ober eus e wella.

An eürusded-se, siouaz ! na dlie ket padout pell.

Laou al Luch, eur pennad a yoa, a veze divezat o tont d’ar gear diouz an abardaez, goude al labour, hag ez ea tenval e benn da azeza e-kichen Janed. Houma ne oe ket dies d’ezi gwelet ez oa eun dra bennak nevez en he fried, ha dizale zoken e teuas a-benn da c’houzout petra oa.

Laou en doa eun amezeg labour hag a yoa troet kenan gant ar c’hoari. Pedet oa bet meur a wech da vont gantan d’an davarn, hag atao betek-hen en doa dalc’het da stourm. Ar mignon koulskoude (hanvomp anezan Fanch ar Skouarneg) a bede Laou ker braoik ma teuas eun dervez da asanti mont d’e heul. Fanch a yoa hir e fri, hag evit ma kavche e genseurt eun tammig saour gant ar c’hoari e lezas anezan da c’hounit meur a daol. Kalon Laou a deuas da domma ; plijadur vras a rea d’ezan gwelet e beadra o kreski ker buhan haken eas-all, hag hiviziken e veze hen ive touellet dalc’hmat gant ar c’hoant c’hoari.

Evel a c’hoarvez peurvuia gant ar c’hoari, an daolen a droas (rod ar fortun a zo round), hag ar c’hollou hiviziken a ziruilhas warnan evel kaouadou arne. Ar vignoned n’en lezent mui da