irvin ze o deus great d’it koll da benn, ha da dammig skiant vat a golli ive zoken a-benn ar fin gant an traou daonet se, dampret ’vin !… Setu te evel eun dent sot pe eun den mezo ! » a lavaras Perrin, eun tammig trenket ar zouben ganti o welet he fried Fanch oc’h ober kement-se ar penn azen.
Fanch na lavare ger ebet pa groze Perrin, rak eun den aonik kenan oa, dioc’htu e rea ar pez a felle d’e wreg.
Mont a reas adarre d’ar park en deiz warlerc’h, kerkent ha m’oa savet, da welet e irvin.
Eat oa adarre eun toullad brao anezo gant al laer.
Dont a reas d’ar gear oc’h en em jala, o klemm.
— « Perrin gez, emezan, mont a rai va holl irvin gant al laer !… Heu !… Heu !… Na jomo hini anezo ganen, goude beza kemeret kement a boan ganto !… Heu !… Heu ! » Hag e tifronke, ken oa eun druez e glevet.
— « O va Doue ! va Doue ! na red eo beza kris evelato evit ober kement all d’eur paour kez !… »
« Va Doue ! Fanch kez ! ro peoc’h ! ro peoc’h ! a lavare Perrin ; mont a ran da di an archerien, hag abars nemeur e vezo tapet al laer, me zo sur ! »
— « Kea, Perrin, da gas kelou d’an archerien, rak evidon-me n’in ket da welet an irvin-ze, manestision gar d’in ! »
Mont a ra Perrin de glask an archerien.
— « Aotronez kez, emezi, deuit du-ma ember, mar plij, da welet piou a deu da laerez va irvin, rak eun dachennad kaer a irvin em boa, hag int eat an darn vuia anezo gant al laer. Fanch, va gwaz, a yea bemnoz d’ar park ; al laer avat n’hen deveze aon ebet razan hag a jache bepred war an irvin. Marteze e vefot evurusoc’h egetan. Deuit eta, Aotronez kez, mar gellit. »
— « Ya, ya, emezo, mont a raimp ember hep mank, rak ni a zo ama evit an dra-ze. Mar o divije aon al laeron eus an dud ne vije ket ezom archerien. »
— « Gwir eo, eme Berrin ; kenavo ember eta, ha trugare ! » Dont a reas an archerien da evesaat al laer. Mont a rejont d’ar park, hag wardro dek heur pe evel-se e tigouezas al laer, eur garrigel gantan hag a wigourre evel Karrig an Ankou, hag ar paotr a lavare dalc’hmat : « Sammet e vezi ! Sammet e vezi ! Sammet e vezi ! » Lavaret a rea ive :
Abaoue m’emaon er bed
Biskoaz irvinen n’am eus bet,
Nag e kriz nag e poaz,
Na fenoz n’am bo ket c’hoaz !
— « Petra lavar ? eme unan eus an archerien ; « Biskoaz irvinen