Pa zigouezas ar plac’h yaouank betek ennan, ar paour koz a zavas hag a lavaras d’ezi war eun ton meurbed truezus :
— « Eun draig bennak d’ar paour kez koz ! N’hellan mui labourat, naon am beus ha n’em beus ket eur gwenneg da brena bara. »
Ar plac’h faro na zelaouas ket hag a yeas ebiou o sailha gant he bara. »
— « Va merc’h, eme ar paour adarre, koz oun, ha naon du am eus ! »
Hi avat na rea van ebet.
— « En hano Jezuz Krist ! eme ar c’hoziad ; en hano Jezuz Krist, a bed ac’hanoc’h dre va ginou da rei d’in eun aluzennig ! »
— « Goulennit skoazel digantan, va den mat, evidon-me n’em beus netra da roi !… »
Hag e kendalc’he da vont gant he hent o chaokat he bara. An den yaouank a yoa e-hars ar groaz en doa gwelet ha klevet pep tra.
Nec’het oa ar plac’h o tigouezout en e gichen, e penn an tri hent.
— « Hent ar bed-all, mar plij ! » emezi d’an d’en yaouank flamm.
— « Tri a zo anezo, eme an den yaouank gant eur vouez rust. An hini kleiz a gemerot, kredabl eo, abalamour m’eo an easa ; n’eo ket hennez koulskoude an hini a gemeras ho mamm. »
N’en doa ket peur echuet e gomz hag edo ar plac’h o tisken dizoursi gant an hent kleiz, hent ledan ha fichet brao gant ar bokedou hag ar frouez a yoa a-bep tu d’ezan. Ya, disken a rea hep taoler an disterra evez oc’h ali an den yaouank.
E keit se, an eil blac’hig a zigoueze i ve gant an den koz. Hema a lavaras d’ezi evel d’eben :
— « Ho pezet truez ouzin, rak koz oun, n’hellan mui labourat ha n’em beus gwenneg ebet da brena bara. »
Koulz hag he c’hoar hena, houma he divije karet pellaat, hogen ar paour a gendalc’he da bedi :
— « Eun draig bennak, va bugel ker ! koz bras oun, ha naon am beus ! »
Ar baotrez a yoa etre daou.
— « En hano Doue ! eme ar paour, en hano Doue ! talvezout a rai d’eoc’h ! »
Dont a reas sonj d’ezi eus he mamm hag he devoe evel morc’hed ; tenna a reas a-zindan he zavancher ar bara he devoa c’hoanteet kuzat ; terri a reas eun tammig hag hen roas d’ar paour.
Daoust da gement-se, ar plac’h n’oa ket laouen pa zigouezas