Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 134 —
En eur dreuzi eur valaneg, nevez troc’het ar balan enni, e torris va boutou gwer.
Dem goude, e tigouezas ganen eur vaouez goz, eun dant hep ken d’ezi, mes keit ha va breac’h oa.
— « Petra rez aze, louz ac’hanout ? » eme ar c’hrac’h goz.
Hag i kregi e va bleo, ha foulti ac’hanon e kreiz etre tuchen sant Kadou ha tuchen sant Mikeal. Ha keit ha moan bet o kerc’hat eur gifchen da denna va fenn eus a dre an diou duchen-ze, ez oa bet eul laouenanig oc’h ober e neiz e va ginou, hag abaoue oun chomet ginaouek.
————