Unan eus ar varc’hadourien pesked her gwelas. Kaout a rea d’ezan oa maro, hag her bannas war ar c’harrad pesked.
— « Bremaik, emezan, da c’hedal ma tigoro dor gear, em bezo amzer da gignat anezan. »
Al louarn, hen, kerkent ha ma oa bannet eno, a oa eur paotr anezan, sellet a rea a bep tu, ha pa wele ne veze den o sellet outan, e stlape eur pesk d’an douar.
Pa gavas d’ezan beza bannet evel-se eur guchen vrao, e tiskennas d’an douar da zastum e damm boued.
Ar bleiz, na petra ’ta, a zigouezas gantan adarre ha batet oll e oe o welet Alanig o kaout kement-all a besked, daoust ma ’z edod e-kreiz ar goanv.
— « Setu aze eur pez kaer avat, eme Alanig. Deus ganen-me ember, me ziskouezo d’it penaos e vez paket, hag ez pezo kement all. »
Dioc’h an noz, ar bleiz a yeas gant al louarn. Ha setu i etrezek al lenn dosta. An amzer a yoa digatar kaer, al loar a bare, hag an dour a skourne.
— « Brema, eme Alanig, laka aze da lost en dour, hag ar pesked a deui da gregi ennan. Evel-se n’eo ket diez paka toulladou pesked. »
Ar bleiz a zentas. Ne oe ket pell e teuas da skouiza, hag e reas eur jachaden.
— « O ! o ! eme Alanig, n’eo ket poent c’hoaz, n’eus ket a walc’h a besked ouz da lost. »
— « O ! evelato, eme ar bleiz, pounnerik eo, meur a hini a dle beza outan ! »
Pa gavas gant al louarn ez oa kaledet a-walc’h ar skourn, e lavaras :
— « Brema e tlefez kaout traou krenv d’it d’az pred. Pa giri e teui ac’halen. »
Ar bleiz a jachas. Siouaz ! koll a eure e lost, ha toui a reas, en e gounnar, e lazche al louarn kenta ma c’hellje.
- (An diou ziveza-ma digant J.-M. P.)
10.