Gwreg eur mouller piz gagn a gouezas gwall glanv.
Goude beza chomet pell da zonjal, hon den a welas oa red mat d’ezan mont da glaskeur medesin. Ha da c’houlen piou ez eas ? Eun tamm medesin truilhek bennak, a zonj d’eoc’h kredabl ?… Nan, mont a reas davet unan eus ar re vrudeta a yoa e kear d’ar poent-se, unan ha ne dea morse wardro den evit neubeutoc’h eget pemp kant lur. War gement-se an holl en e garter a gredas en doa ar mouller piz-gagn peur gollet da vat e dammig penn. Fazia reant ; kavet en doa an doare da gaout eur medesin wardro e c’hwreg hep ezom da ziliamma tamm korden e yalc’h.
— « Aotrou doktor, emezan, pe c’houi a lazo va gwreg, pe c’houi he fareo, n’eus forz ebet evidoc’h, daou vil skoed ho pezo diganen me. »
Ar medesin brudet, e c’hellit kredi, a gavas mat sur kement. se, hag a deuas aketus wardro e glanvourez. Ober a reas ker brao d’ezi zoken ma teuas a-benn d’he c’has d’ar bed-all en eur ober tri dervez.
— « Aotrou doktor, a lavaras neuze an intanv, daou vil skoed am oa lavaret roi d’eoc’h, pe c’houi a lazje pe c’houi a bareje va gwreg, n’eo ket gwir ?… Daoust d’am glac’har, her gwelet a rit, n’em eus ket kollet va memor. Anzavit eo evel-se oamp en em glevet. »
— « Ar wirionez eo ! eme ar medisin ; mes…
— « An aotronez-ma a zo ama endro d’eomp a dalvezo da destou, mar bez ezom. Ac’hanta, lezit ac’hanon brema da ober ouzoc’h dàou c’houlen… Daoust ha lazet ho peus va gwreg paour ? »
— « Penaos ’ta e c’hellit… »
— « Respontit d’in war-eün. »
— « Nan sur, ar c’hlenved eo… »
— « Her gouzout a rean, ha n’eo ket bet darbet d’in tamall d’eoc’h he maro. Eil goulen : Ha pareet hoc’h eus anezi ? »
— « N’em eusket, siouaz ! daoust d’ar boan am eus kemeret ganti… Mes petra ra ze ? »
— « Nan, n’hoc’h eus ket he fareet, p’eo gwir eo nevez kaset d’ar vered. P’eo gwir n’hoc’h eus na lazet na pareet va gwreg n’emaoc’h ket e tro da veza paeet ganen. Kenavo Aotrou ! »
Person eur barrez eus kichen Roazon en doa great digas d’ar prespital bugale unan eus e barresioniz kouezet er vrasa dienez