Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/16

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Al Leanezed !… Petra reont ?…


————


Ar pez a reont

Kalz Leanezed a yoa en hor bro, ha n’oa den a gement na ouiche petra reant. N’heller ket beza hep her gouzout, rak m’ho c’havet e pep leac’h.

Ar merc’hed santel ze, kutuilhet gant Doue e unan er gwella tiegeziou kristen, a yoa en em westlet da dremen ho buez wardro kement seurt poaniou a zo war an tamm douar ma ouspen ma roent d’an holl ar skouer euz ho vertuziou dispar.


Ho c’haout a reer e kichen kavel ar bugel, e-tal gwele ar c’hlanvour, en tiez soul, er broiou gouez; n’eus netra ziez gwest da harza anezo ; loustoni ebet war gorf an den, poan ebet n’eus fors peger bras eo, hag a rafe d’ezo heugi… Mont a reont da glask ar skuizder, ha bemdez e kavont eur stum nevez bennak da zervicha Doue hag… an nesa.

Biskoaz marteze ne welas ar bed netra gaëroc’h, biskoaz ar wreg kristen na luchas eus eun hevelep sked.

C’hoarezed vihan ar beorien

C’hoarezed vihan ar beorien a zastum war an hent an holl gozidi a gavont, gwazed ha merc’hed, a zo red d’ezo gortoz re bell e kichen hospitaliou ar c’houarnamant, pe abalamour n’o deus kavet den da goms evito.

Dastum a reont anezo evel m’emaint, lod goloet a c’houliou heuzus, lod-all deuet da veza dishenvel diouto o-unan pe gant an diouer eus an traou muia red d’an den evit beva, pe gant an dizurz. Digemeret a reont anezo en ho ziez, el leac’h ma vezont kempennet, maget ha gwisket gant ar pez a vez bet roet d’ar C’hoarezed o klask an aluzen evito a-zor da zor. Ho-unan e tebront eus ar memes boued kestet evit ho feorien, ha setu ar baëamant hep hini-all a c’houlennont digant an dud evit ho labour poanius.