Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/160

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 150 —



X. — Ar marmouz hag an den piz


Eun dervez, eur marmouz a gavas digor prenestr eur marc’hadour pinvidik mor, mes piz-gagn ive, ha ne roe morse gwenneg ebet d’ar paour. Ar falz-pinvidik n’edo ket er gear. hag ar marmouz, o welet ar c’hef leun a beziou aour lugernus a grogas enno a vozadou hag o zaolas er meaz dre ar prenestr.

Eno avat ec’h en em gavas eur bern tud e berr amzer, ha ne oe ket ezom da bedi anezo da zastum an arc’hant ! Skrab a oe, ha taoliou dourn ive !

Goullonderet oa prestik ar c’hef gant ar marmouz p’en em gavas ar perc’hen dre benn-all an hent. Piou a lavaro e rann-galon, e zizesper, pa glevas petra c’hoarveze ? En em lakaat a eure da jarneal, da nondeal, da doui ha da vallozi evel eun daonet, enep ar marmouz, a yoa, emezan, eun diskiant, eur zod. Eun amezeg bennak a glevas hag a respontas evit ar marmouz : « Teuler an arc’hant er meaz dre ar prenestr n’eo ket a dra zur ober evel a c’houlen ar Furnez ; mes, livirit ama d’in, daoust ha furroc’h eo lezel an danvez da louedi en eur c’hef hep ma rafe an disterra vad na d’eoc’h na da zen-all ? »


XI. — An eienen


Laouig ar Ber a yeas eun dervez da ober eur bale war ar meaz. En hanv edod, hag an amzer a yoa pounner meurbed. Ar paotr en doa baleet kement ma’z oa rus e zivoc’h evel diou bez kerezen. Sec’hed bras en doa. Ha setu hen o kaout eun eienen kuzel etouez ar glasvez dindan eun derven eus ar gaera. Evel eun neuden arc’hantet a zirede eus ar feunteun hag a yea da zoura, da freskaat yeot ar prajeier en draonien.

— Alo ! eme Laouig laouen bras, setu ama dour da derri va zec’hed ! »

Hag hen en eul lamm d’ar feunteun, ha da eva, da eva, gant e zaou zourn betek leunia e gov.

Betek leunia e gov… a lavaran ? Nan, koulskoude, n’en devoe ket amzer d’hen ober. A veac’h m’en doa evet peadra da leunia eun hanter gweren ma oe darbet d’ezan kaout eur fallaen…

Dont a reas klanv d’ar gear, ha d’e wele war-eün. Tersien en doa, ar paour keaz paotr, ha dre e alter e kleved anezan o lavaret traou evel-hen :

« Piou en divije kredet oa ker fall an dour-ze ? » E dad a respontas d’ezan :

« Arabat eo d’it tamall an eienen ; he dour a zo mat sur ; mes ne dleer ket eva dour yen p’emaer o c’houezi !… »