Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/163

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 153 —

zae, ha pegen hir ez oa va manchou… Evit an dra-ze oa… evit kuzat va mez ha va foaniou…

Hag e gwirionez, pegement em eus bet da c’houzanv epad va beaj. Hogen, tremenet eo ! Dizale zoken n’em bezo mui sonj ebet a gement-se.

Mat ! d’an ampoent m’edo an tad santel o tont er zâl, pa lavare oc’h va gwelet : « A ! setu aze va Bretonez vat ! » ar pez a dremenas ennon a lavare d’in oan pare ! Poan em boa va-unan o kredi er burzud. Pa ’zoan dizroet d’ar gear, em boa diegi o tenna va dilhad evit gwelet… Gwir oa koulskoude : bez ez oan, bez ez oun bepred pare mat ! Ne jom mui an disterra arouez eus va c’hlenved spontus ; evel nevez eo brema ar c’hroc’hen a yoa goloet a lorgnez. Dre vurzud eo ez oun pareet, dre eur gomz hepken lavaret gant « va fab ! »

N’oa ket an dro genta d’an aotrou Doue da ziskouez e vadelez e-kenver Gabriella ar Yeoded. Gwelet a reas sklear dourn Doue er veaj hir a reas eus Breiz da Rom.

Gwall-gaset gant an dersien, brevet gant ar skouizder, dare da vervel gant an naon, meur a wech e kredas ar Vretonez n’er ruje biken e penn he beaj; hogen, bep tro m’en em gave dies, eur vouez en he diabarz he frealze hag a zeblante lavaret d’ezi :

— « Fizians ha nerz kalon ! Bale atao, mont a ri betek Rom, ha gwelet a ri ar Pab ! »

Ha Gabriella a valee adarre.

— « Eun droiad avat, emezi, eun dervez oa eus ar zizun dremenet, p’edon e kear « Gênes » e weljon a-walc’h n’ez ajen ket pelloc’h. Tersien am boa ha netra n’em boa debret daou zervez a yoa. Edon en eur ru vras pa welis ne jome mui tamm nerz ebet ganen ; azeza ris e korn eun nor evit miret da goueza. Kredi rean edon o vont da vervel, erbedi a ris va ene da Zoue, hag e kinnigis d’ezan va buez evit ma roje de dro frankiz d’« am fab ». N’oufen ket lavaret pegeit oun chomet er stad-se.

Dihuna ris o santout eun dra bennak o steki ouz va breac’h. Seblantout a ra d’in n’oa ket ouspenn diw heur goude kreiz-de pa azezis eno, ha pa zigoris va daoulagad edo ar-goulou war elum en holl ruiou. Eur gwaz eo en doa dihunet ac’hanon ; edo eno en e zav dirazon, eur pez mantel endro d’ezan. Seblantout a rea beza war an oad ; e varo a yoa hir, hag o veza m’oa diskabel e oe eas d’in gwelet n’oa mui nemet eur gurunen vleo war gosteziou e benn, hag eun toulladig a zioc’h e dal uhel. E zoare a yoa meur bed madelezus hag e vouez dous kenan. Lavaret a reas d’in e galleg : — Paour kez maouez ! mar chomit aze e varvot gant an dienez. Red eo d’eoc’h kemeret kalon ha sevel. Delit, kemerit an

11.