Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/174

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 164 —

er purkator, ha lod all a stlapit en ifern. Mont a ran larkoc’h gant an hent, marteze e kavin gwelloc’h. »

Eur pennad goude, en em gavas gantan eun den treut, treut maro, n’en doa nemet an eskern hag ar c’hroc’hen. Yann a dremene ebiou d’ezan pa gomzas hema outan.

— « Gwall diz zo ganeoc’h, emezan ; da beleac’h ez it eta evel-se ? »

— « A ! eme Yann, da glaskeur paeron d’am mab. »

— « Ha ne gavit ket ? »

— « Nan, » eme Yann.

— « Marteze ive oc’h re figus ? »

— « Ne gav ket d’in, rak me c’houlennan nemet eun dra: Hag hen a zo eun den leal hag eün. Kement hini a zo en em gavet ganen a lavare d’in ez oant. Sant Per hag an aotrou Doue a zo tremenet ebiou d’in bremaik, hag em eus o laosket, n’o chaven ket nag eün na leal a-walc’h e-kenver an holl. »

— « Me a zo. » eme an den treut.

— « C’houi ? eme Yann ; piou oc’h eta ? »

— « Me eo an Ankou, spont an dudou, a sko hep damanti paour ha pinvidik, bihan ha bras, koant ha digoant, koz ha yaouank. »

— « A ! ya ’vat, eme Yann, c’houi a zo eun den dioc’h va doare. Dont a reot ? »

— « Mont a-walc’h avat, va den mat ! »

Dioc’h an noz e oe great ar vadiziant, ar gwin tomm a rede, ar c’hraon hag ar madigou a rodelle.

Pa oe debret koan, ha mall da bep hini klask e ribinou, an ankou a c’houlennas petra roje evit ober muia plijadur d’ezo.

— « A ! eme Yann, kalz bugale am eus, ha n’oun ket krenv en arc’hant. »

— « Mat ! eme an Ankou, bez medisin, hag e teui da veza pinvidik e berr amzer. »

— « Medisin ? eme Yann ; mes ne c’houzon netra war ar c’hlenvejou, penaos neuze e sonj d’eoc’h… »

— « O ! eme an Ankou, kea atao, me a roio skoazel d’it. N’ez pezo nemet dastum eur guchen louzeier en eur park tric’horniek bennak, o lakaat da virvi en dour, ha roi an dour ze d’ar c’hlanvour. Neuze e liviri hervez ma rin an neuz d’it. Pa weli ac’hanon e penn ar c’hlanvour, e c’helli lavaret : « Mervel a rai abalamour n’oun ket bet galvet abret a-walc’h. » Pa vezin e penn an treid, neuze e liviri : « Evit eus va louzou, hag a-benn eiz dez e viot pare. »

Goude beza kelennet Yann evel-se, an Ankou a lavaras kenavezo d’e filhor, hag a yeas gant e hent :