Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/176

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 166 —


Yann n’helle ket padout ken tost oa da wikal, ken tom oa eno, hag e lavaras kenavezo d’an Ankou, ha buhan adarre e trezek ar gear !

— « Selaou, emezan da Varianna, pa zigouezas er gear, n’em eus mui pell da veva. Bet oun e ti an Ankou ; hag eno em eus gwelet goulaouen va buez. Sell ! n’em eus bet sonj ebet da c’houlen e peleac’h edo da hini-te. Evelato ez peus hirroc’h egedoun, war a gredan. »

An Ankou na zaleas ket da zont da di Yann :

— « O ! eme ar paour kez den, lezit ac’hanoun eur pennadig c’hoaz »

— «  Ne rin ket avat. Fellet eo bet ganez kaout eun den eün ha leal ; her c’havet ez peus, me ne fell d’in ober netra nemet hervez ar reiz hag al lealded. Sonet eo da heur, deus ganen ! »

— « Gwir eo an traou-ze ! » eme Yann.

Ha kerkent, Yann, ha n’en doa ket bet a-veac’h amzer a-walc’h da lavaret e in manus ha kenavezo er baradoz d’e bried ha d’e vugale, a oa sammet e karr an Ankou.


Karr an Ankou a dro, a dro,
Da vont ebarz, piou ’zo e dro ?
Ar maro n’eo na kris na mat,
Eur benveg eo da Zoue hon tad.


Digant J.-M. P.


————