Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/178

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 168 —


Da zeiz gouel an Holl-Zent, lagad ar galon a dreuz an oabl evit sevel d’ar Baradoz, bro an eürusded, ’lec’h ma’z eus meur a hini eus hor c’herent maro er stad a c’hras ha kurunet brema a sked hag a beoc’h gant Doue. Emaint ouz hor gortoz ; asten a reont d’eomp o diwreac’h ; o c’hlevet a reomp en deiz kaër-ze o lavaret d’eomp : « Kemerit kalon ! Rust eo an hent, gwir eo ; hogen, na vo ket hir ar veach… Dalc’hit tost da Zoue ha d’e Iliz, en em virit dioc’h ar pec’hed, bezit trugarezus e-kenver an holl ; en doare ze e teuot dizale da jom ganeomp el leac’h ma eürus en tu-all da gement a oufed lavaret… »

Ouspenn ze, hor c’herent deuet da veza sent e baradoz an aotrou Doue n’ankounac’haont ket ar re o deus lezet war o lerc’h en draonien-ma a zaelou. Pedi a reont evito, ha meur a wech, hep gouzout dare d’eomp, o deus bet evidomp grasou kaer.

Nag a veurded en deiz-ma gant lidou an Iliz ! Gaudeamus, emezi ; bezomp laouen e Doue ! Anat eo ema gouel ar baradoz, mezive gouel an douar, rak gloar ar zent a ro d’eomp da fiziout e vezo hon hini eun dervez !

N’anavezan netra hag a vije muioc’h gouest da deneraat va c’halon eget eun dro vale war ar meaz da bardaez an Holl-Zent, endra m’a ema ar glazou o son kanvou, o c’houlen pedennou d’an Anaon kez ! Ar glazou-ze klevet evel-se, o vont eus an eil kloc’hdi d’egile, pebez kanaouen ankenius ! Nag i a sko ar c’halonou kaleta !

Petra da lavaret eus gouel an Anaon, gouel ar purkator, ma c’helche beza gouel en eul leac’h ker poanius ?

E nep leac’h marteze n’eus muioc’h a zonj eus an Anaon eget a zo e Breiz-Izel. Bemdez, e pep ti breizad, e vez lavaret an De Profundis evito e « grasou » ar pardaez ; o hanoiou a vez lakeat war ar beden-zul, hag, da c’houde an ofisou n’ez eer ket d’ar gear hep beza bet o taoulina war o beziou glaz er vered. Ne vez ket eun eured e Breiz-Izel hep ma ve lakeat eur zervich gant an Anaon kerent, a deu evel-se da gaout evel eun tan va eus ar fest.

O ra zalc’ho start ar Vretoned d’an holl giziou mat-se !

Ha pa gomzan eus an Anaon, me a c’houlen aotre va c’henvroïz evit digas sonj d’ezo eus traou hag a veze great gwechall, hag a zo o vont, siouaz ! war rouesaat. Gwelet em eus bet e meur a barrez ar c’homzou-ma skrivet e brezonek war varv-skaon an ilizou :

« Bezet truez ouzomp, o c’houi da vihana hag a zo hor mignoned ! » Hag ar re-ma-all :

« Hodie mihi, cras tibi, Hirio d’in-me, warc’hoas d’it-te. »