Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/179

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 169 —


E bered ar Minihi, tost da vez sant Erwan, em eus sonj mat da veza lennet kement-ma :

EUR BEDEN,
MAR PLIJ,
EVIT ANNE-YVONNE HERVÉ,
PRIED PIERRE PICARD,
MARVED AR 16 A VIZ C’HOUEVRER 1900,
OAJET A 60 VLOA.
DOUE DA BARDONO AN ANAON !


Kaera skouer !… Ha perak eo ken rouez ar skridou brezonek a-wel d’an holl evel se ? Ar Vretoned a dlefe beza kustum ouz an traou-ma. Petra ! n’eo ket eur vez evidomp na ve kavet en hor berejou nemet unan pezaou vean-bez, brezonek warno… war beziou tud ha na gomzent peur-liesa nemet ar brezoneg ?

Ma karchemp muioc’h hor bro e vichemp ive muioc’h douget da viret ar pez a zo d’ezi, ha d’ezi hebken.

En han Doue, mistri-skol, va c’henvreudeur, deskit Histor Breiz d’ho skolaerien, pe Breiz a zo o vont da veza henvel ouz pastellou distum Bro-C’hall !



————

12.