Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/18

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —

en e goaze, hag e c’houlen gant spont hag hen e vezo hir an abaden.

— « Nan, va mab » eme an doktor.

— « Penaos e kav d’eoc’h emaon ? »

— « Me lavar ez out eur paotr mat hag am lezi da ober… ar pez a zo red. »

N’en deus ket amzer da rei respont, rak unan eus ar vedisined yaouank a laka didan e fri eur mouchouar bet soubet en eul « louzou », hag a zo c’houez krenv gantan. Ar c’hlanvour na zaleo ket d’en em rai da gousket. Koll a ra ar gwel eus an doktor, eus e vitisien, eus ar bobl a zo endro d’ezan o teski o micher, ar c’houtilli begou moan, ar sizailhou renket brao war an daol, ar spoue, al lien gwenn ; ne glev mui nemet an duellennou digor o rei dour ; hag an dour-ze o koueza er veol hir a zo evitan evel ar c’harbon o vouskana e prajeier an Dre, pell pell du-ze, e Bro-Breiz… a-dre ti e dad… hag eur pennad goude… mui netra… echu eo… kousket mat eo… An doktor a c’hell kemeret koutilli ha sizailhou.

Ha neuze, hep krena tamm ebet, an den gwiziek a ra eun ero ledan ; ar gwad da genta a zeu da bizenna, evel nec’het eo, ha goude e tilamm evel eur gouer.

Trouz ebet mui er zâl nemet urziou ar mestr roet hep ma trofe zoken e benn.

— « Eur spoue ?… Unan-all ? Eur sizailh da starda ?… Unan-all… Houma na stard ket awalc’h… Eur rastel ?… »

Epad eun nebeut munutou, hir evel kanvejou, e kaser evel-se d’an Aotrou doktor bep seurt benviou a gigerez tud a ya pep hini anezo da ober e labour hag a zizro leun-wad !

Eur pennadig c’hoaz hag eo echu. An doktor en deus roet urz da lammet an tavancher ; ar vedisined yaouank a zo mall ganto prenna an ero beo great e kof ar paour keaz Breizad evit mont goude da walc’hi o daouarn. Goude ze e krogont adarre er c’hravaz evit e zigas endro da zal ar c’hlanvourien.

Eur zal vras enni diou renkennad gweleou gwenn ; eur c’houez krenv, c’houez ear bet evet meur a wech ha c’houez al louzoueier dispak e kichen pep klanvour.

Distrei a reer ar Breizad d’e wele, ha pep hini eus e amezeien a lavar e c’her pa dremen dirazo :

— « Ne yelo ket a-bell, ar paour keaz ! »

— « Marteze, krenv eo, gwella zo evitan. »