Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Potius mori, quam fœdari !
Kentoc’h mervel eget beza kailharet !


Hekleo eus invantor an Ilizou e Breiz-Izel


————


Meren a yoa peur zebret. An intron a gasas ar zervicherien er meaz eus ar zal, o lavaret d’ezo teurel evez war ar vugaligou. Ha neuze, p’en em gavas he-unan gant he fried, e lavaras d’ezan krak ha ber :

— « Ildut, va mignon, poan-spered ac’h eus, anken a zo war da galon. Petra c’hoarvez ? O lavar d’in ’ta petra zo, rak gouzout a rez ez oun dare da zaouhanteri ganez. Ildut ! Ildut ! Arabat eo d’it kuzat netra ouzin !… »

— « Lez ac’hanon, Mari gez, lez ac’hanon. Ya, ankeniet oun, kalz enkrez em eus. Mes peanos ec’h en em gemerin-me evit lavaret an dra-ze d’it ? Gouzout a ran ec’h eus kalon vat ! aon am eus koulskoude ne vefes ket krenv a-walc’h evit dougen ar beac’h a zo lakeat war va c’hein. Kreski a rafe va melkoni ha va anken o welet ac’hanout glac’haret. Evidon-me a ranko hirio kaout eun tamm brao a nerz-kalon. »

— « O ! Ildut, pebeus dismegans a rez d’in ! Daoust hag ar pez a zell ouzit-te ne zell ket kement ouzin-me? Daoust ha ne lamm ket va c’halon harp oc’h da hini ? Daoust ha n’eo ket da gleze eo a reas d’in ar muia enor en hon dimezi ? »

— « Lavar d’in ’ta, Mari, ha gouzout a c’hellez petra dremen e kalon eur zoudard roet d’ezan da zibab etre ursiou e vistri ha re e goustians ?… »

— « … Ursiou mistri… ? re e goustians ?… Daoust ha pe seurt tabud a zo savet etrezo ? »

— « En abardaez-ma e vezo great an invantor e iliz parrez