Sant-Armel ; ha me, Mari, ya, me eo a zo han vet da rei skor d’an archerien ha d’ar galeourien a dle divarc’ha an doriou ! » — « Petra glevan ?… Te, en deün, Ildut ?… N’ez i ket evelato !… klask eun digarez bennak ; red e vezo d’it kaout tro da bellaat diouzit eul labour ken mezus ha ken dismegansus evit an arme. »
— « Re zivezat eo brema, siouaz ! Roet ez eus urz d’in er mintin-ma. Red eo d’in bale pe stourm. Bale ! n’hellan ket ! Stourm !… piou a lavaro petra e talvezo d’in ?… »
Chom a reas ar gaoz eur pannad a-zav, ha gwreg ar c’homandant a lavaras adarre :
— « Dieas eo senti ouz eun hevelep urz, ha me a lavar eo torfetourien ar re a zo digalon a-walc’h evit hen dougen. E Sant Armel eo ez omp bet eureujet ; eno eo ivez e oe badezet hor mab Erwan ; eno eo e karan chom eur pennad da ziskuiza pa ’z an gant ar vugale da ober eur bale dioc’h an tu-ze. Sant-Armel ! O ! ankounac’heat ec’h eus ar bobl tud a strake d’eomp o daouarn pa deujomp er meaz euz an iliz goude hon eured ? Ankounac’heat ec’h eus ar zoudarded vat a yoa kel laouen ha ken eürus o welet dimezi o c’habiten ? »
— « Tra ! tra !… ya ! sonj mat !… Sonj em eus dreist-oll eus ar garantez, eus ar vignoniaj a ziskouezed d’am muia-karet, eus an testeniou a zoujans hag eus ar veuleudi a yoa war an holl muzellou eviti. O ! nag eurus oun-me d’he c’haout tost d’am c’halon en eun deiz trubuilhus evel eo hema !… Mes, n’eo ket an dra-ze eo ; lavaret a rankan ya pe nan, klevet a ran ennon va-unan mouez ar zoudard o rei d’in aliou fur, hervez ar bed ; va c’houstians avat a chou anezo ; lavaret a ra dreist ar vouez all : « Gra da zever, kousto pe gousto. » Ha me a lavar a-unan ganti : « Gwelloc’h e kavan senti ouz Doue eget ouz an dud ! »
— « N’ema ket em mennoz mont da deurel va ali kreiz etre da zeveriou a zoudard hag a gristen, pell ac’hano zoken ; hag evelato, lez ac’hanon da lavaret va ger. Daoust ha te eo a zo penn kaoz d’ar pez a c’hoarvez ? Ha piou a gredo morse samma war da ziouskoaz al lezennou a zo bet douget en uhel ? N’ec’h eus ket great anezo, hag an oll a oar ez eo red mat d’ar zoudard senti oc’h e vistri.
Enebi ?… O ya, kaer eo an dra-ze ! Dudius em eus kavet gwelet meur a ofiser gwelloc’h ganto terri o c’hleze kentoc’h eget en em zervichout anezi evit lakaat leaned ha leanezed er meaz eus hor Breiz-Izel garet. Hogen, Ildut, taol evez mat, an euriou-ze a fouge hag a nerz-kalon a dremen buan a-walc’h, ha goude ec’h en