kasoni, ouz ar re a ra lezennou milliget eo. Difen a reont o Doue, o iliz, o gwir, ouz ar re a glask o lammet diganto.
Eur vouez a zav uhelloc’h, war drouz ar c’hantikou :
— « En hano al lezen, digorit ! »
Den avat na ra an disterra van, hag ar c’halonou a lamm betek mennout frailha. Ar re a zo klozet en iliz na blegint ken na vint trec’het. Setu ma roer urz da ziwarc’ha an dorojou.
Neuze, a bep tu, e sav eun trouz, eur safar, gant ar Vretoned, ar Vretonezed, o tilammet da ober eur voger eus o c’horfou evit difen ti o Doue.
An urz koulskoude a zo douget evit an eil gwech :
— « En hano al lezen, digorit ! »
Hag en dro-ma e komzed ouz ar c’homandant.
Kalon ar zoudard a ya en egar, ene ar c’hristen a zizav gant euz o klevet kement-all.
Eur pennadig amzer, ankenius meurbed, a dremen. Petra raio ?… Respont ebet ato.
Ma’z eo red d’an ofiser sevel e vouez eun deirved gwech da roi urz da zivarc’ha dorojou an iliz. Ar c’hommandant neuze a ra eur gammed bennak war-zu an hini en deus komzet en hano al lezen.
Drouk-livet eo evel eur c’horf-maro ; dastum a ra e holl nerz evit lavaret gant eur vouez da veza klevet a-bell :
— « Ma rofed urz d’in da zivarc’ha dor ti va zad, me lavar ne rafen ket eur gammed evit senti… Hen ober a rin nebeutoc’h c’hoaz evit ti santel va Doue ! Ra gaso va mistri ac’hanon war dachen ar brezel, ar muia risklus, ha me a yelo ; hogen, arabat eo d’ezo rei urz d’in da ober eur zakrilach, rak n’hen heuilhin ket, p’eo gwir ema enep d’am c’houstians ! »
Evel eun trouz kurun a ra neuze ar Vretoned gant o strakadegou daouarn. N’eus nemet eur vouez evit hopal meuleudi d’ar zoudard kalonek ; (bez ez eus c’hoaz anezo, en arme, a drugare Doue) !
Hag ar c’homiser nec’het bras gant an darvoud nevez ; hag hen ha lavaret d’ar c’hommandant :
— « Ho kleze a zo bet roet d’eoc’h evit servicha ar Frans ! »
— « Fiziet eo bet ennon, eme ar zoudard mat, evit ma trec’hin ganti enebourien va bro, ha nan evit m’he zennin enep mignoned va Doue… he bruzuna rafen kentoc’h !!!… »
En abardaez-se, Ildut a oe lakeat er bac’h[1], hag ar vistri
uhella a roas urz da ober eun enklask en e enep.
- ↑ Bac’h, ger koz, da lavaret eleac’h prizoun.