Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/26

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Yann ar C’hloc’her


————


Marvailh evit pardaez an Holl Zent


E-unan ema en e doullig ti, ar paour keaz Yann, trouz an nor hebken o storlokat gant an avel, trouz-all ebet na glever brema peo deuet an noz. E-unan ema, azezet en eur gador bet, kredi ran, e touez arrebeuri kaëra e dad kunv. Astennet gantan e zivesker hanter zounnet e kas e dreid da domma betek el ludu klouarig, ha neuze ec’h en em ro da huvreal. Ar paour keaz Yann ! n’eo mui yaouank, hag e gorf a zo deuet da skuiza dindan samm ar bloaveziou. Ya, koz eo, koz bras zoken. Ankounac’heat e rank beza bet gant an Aotrou Doue war an douar warlerc’h tud e amzer. Eus kement a zo bet o c’hoari gantan, ped a jom ? Hini ebet, siouaz ! Skubet int bet holl an eil warlerc’h egile ; Yann e-unan en-deün eo en deus diskennet anezo en o gwele douar da ober o c’housk diveza. Ha brema Yann a zo e-unan, o ya, e-unan, paour keaz ! e-touez eur rum dud tamm ebet henvel ouz an hini en deus anavezet ; kustumou ha gwiskamanchou e genvroiz, o frezeg zoken, n’int mui e re d’ezan. Setu perak eo skuiz, skuiz kenan war an douar, hag e kar muioc’h-mui en em denna a-gostez evit beza e-unan, en e doullig ti kuzet harp ouz an iliz goz, e tal an tour.

E iliz, e dour, setu e wella mignoned ; n’eus mui nemeto a gement a c’houfe koms d’ezan dereat eus an amzer goz ; setu perak ez int deuet da veza evel e draou. Ha piou eta a anavez ar barrez eveld’han ?

Tost da bevar ugent vloas zo ma wiskas evit ar wech genta saë rus ar gurusded, hag abaoue ema wardro an iliz ; n’eo ket souez eta ec’h oufe diouti. Setu perak e kred a-wechou sevel e vouez da lavaret d’an aotrou person : « An dra ze, aotrou person, a zo bet great atao evel-se ! »

Ha pa fell d’an Ao. person rei digemer d’eur c’hiz nevez kavet