valijen. Krog mat oa er gorden, ker krog zoken ma’z ea e ivinou er c’hanabr ; hag ar c’hleier a yea atao endro, hep ma ouie Yann petra na penaos e rea ; henvel oa ouz eur mekanik.
Stered an nenv a varve en oabl, an denvalijen a yea da guzat, hag an diveza eus Anaon ar vered koz a yea a-ziwar-wel. Klevet e oe neuze en iliz didrouz eur vouez skiltrus o c’hopal : « Gedit ac’hanon ! »
Ha kerkent Yann a glevas eun dra bennak o strakal en e ziabarz : eun huanaden a darzas war e vuzellou, e zaouarn a ziskrogas hag a ziruilhas hed-a-hed ar gorden ; ha neuze, endra ma koueze e gorf maro war leuren an iliz, ene Yann dizammet a nije d’an nenv douget war ganaouennou kanvus ar c’hleier.
Ar c’hloc’her koz a yoa maro war an dachen, maro oc’h ober e labour.
En uhel koulskoude ar c’hleier a zone bepred. Hep ma vije den o lakaat bole enno, an daou gloc’h eur pennad mat c’hoaz a jomas da zon glaz da Yann ar C’hloc’her.