Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/38

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —

ar bastored hag al labourerien douar picheradou chistr eun tam mig c’houero, mat evelato, evit doare ; epad m’edo ar Floc’h, bombarder, o teski eun nouel iverzonek d’ar vugale, Laouig ar-Gernevez a c’haloupe war-lerc’h e chans, evel m’he devoa lavaret Marianna goz.

Tremenet oa ebiou an tí-soul dirapar edo ennan deac’h c’hoaz o krena gant ar riou ar baourez kez Marianna, digaset gant Laouig da di Fanch-Koz, hag a yoa du-ze brema o vousc’hoarzin oc’h sklerijen dom an oaled, eürus betek he dervez diveza gant ar Breizad kalonek en doa roet digemer vat d’ezi.

Laouig a reas eur zell dreist e skoaz war an doen distres. ar mogeriou faoutet, an drez hag al linard o sevel founnus e gwask ar vein.

— « Ema goullo an ti-ma evit atao, emezan. Marianna an Nezerez n’he devo mui da c’houzanv ama an naon hag ar riou. Eun ober a drugarez a ra vad, velkent ! Laouenneet oll eo va c’halon !

Bale a rea dre eun hent meinek, klozet eus an daou du gant kleuziou sounn, a yoa warno trojou mat a lann. Dizale e tigouezas e penn al lanneg ; en tu-all d’ezi eo edo abati Log-Maze.

Nag hi oe enkrezus an nozvez ten val Nedeleg-se ! Eleac’h ar volz steredennet a weler ken alies er goanv pa vez yen ha seac’h an amzer, an nenvou a yoa goloet gant koabrennou teo ha du, a goueze anezo eur glao erc’h spontus.

E kreiz ar blenen ez oa unan eus an traou koz-se n’ouzer oad ebet d’ezo, a deu, hervez lod, eus amzer an Drouized ; kosoc’h int koulskoude, hervez lavar tud desket bras : eun daol-vean vras meurbet a yoa eno kelc’het gant an ilio hag ar c’hinvi.

An erc’h, tra iskis ! ne jome ket war ar mean. Teuzi a rea, chenchet e beradennou dour, kerkent ha m’o divije stoket outan ar steredennou gwenn ; ha neuze deliou an ilio ha tachadennou eus ar mean a lugerne a-zioc’h ar mor gwenn divent a c’holoe pep tra nemet an aoter zantel.

Tud ar vro a gonte ez oa sperejou o chom dre eno ; ar re-ma a zaoulamme endro d’ar roc’h hag a laze en enor d’an doueou diskaret gant ar C’hrist an dud reuzeudik dianket e kreiz an noz. Spontus oa, war o meno, ar goueliou-noz lidet eno. Eul leac’h milliget oa.

Pellaat a read dioutan en deiz ; den avat, en noz, n’en divije kredet mont dre an douarou tosta d’an daol-vean. Laouig e-unan a zavas aon gantan pa welas a-bell ar mell tra-ze savet uhel a zioc’h al lanneg.

Tostaat a eure difizius, n’eo ket dont a raje al lutuned daonet--