c’het gant ar velkoni a yoa kroget ennan o klevet edo e huvreou o vont da zeveni.
— « Deski a ri diwar da goust hag-en e ro ar ouiziegez an eürusded ! »
Ar vouez, a-nebeudou, a golle eus he nerz, hag ar weledigez a yea da deuzi. Ne oe mui dizale nemet eun dra dishano, eur goabren, eur vogeden disliv, ha netra ken prestik goude.
Laouig a zizavas ar mean bez. Eur pez aour a lugernas er boultren. E gemeret a reas.
Eur spont heuzus en e gerc’hen, Laouig a lezas e delen war ar bez edo o paouez digeri, hag hen ac’hano, mar gouie.
Da c’houeliou Pask, er bloavez-se, n’oa ken kaoz e skoliou meur Bourges nemet eus eur skolaër nevez digouezet, brudet evel eur spered kaër dic’hiz, ha dreist oll eur skouer a furnez.
Han vet oa Laouig ; aliesoc’h avat e veze great « ar Breiad ». anezan. Gwelet e veze bep mintin o selaou an oferen gant feiz e iliz Sant-Per. Tostik ac’hano edo o chom, e ti eur vaouez goz, he hano… E feiz, ankounac’haet eo ganen ; mes, petra ra ze ?
Laouig ne dea morse d’an tavarniou. Ne heulie ket ar vigno ned a vuez laosk a veze dalc’hmat o c’haloupat an dansou, an ebatou-noz, ar festou, traou komun etouez yaouankizou ar skolachou.
Gwisket e veze bepred gant ar zaë c’hlas blevek, ha ne rea implij ebet eus ar braoigou, ar rubanou, an dilhad ampezet, an dantelez, traou prizet kenan gant ar re-all evit en em ficha.
Ober a rea aluzen, evel eur c’hristen mat ma’z oa ; a zor da zor ez ea zoken da welet ar re baour hag ar re glanv ; roi a rea d’ezo, nan hepken e beziou arc’hant, mes c’hoaz eur gomzig vat bennak da zevel ar spered hag ar galon ha da lakaat enno eun elven levenez ha frealz.
Ne oe klevet biskoaz o wall goms a zen, nag o lavaret komzou risklus pe goloet, gouest da lakaat da rusia.
Labourat a rea endra c’helle, bepred evesiant da zelaou kenteliou e vistri, eus ar penn kenta d’an diveza ; ouspenn ze, alies betek đîvezat noz e veze gwelet ar sklerijen en e doull kambr, a yoa warni eleac’h gwer stalafiou stanket gant paper.
Ar vuez kalet a rene Laouig-ar-Gernevez ne blije tamm ebet d’ar skolaerien, e genvreudeur.
An den ne gar ket eun doare beva hag a zo eur rebech evit e hini.
Klasket e oe dizrei ar Breizad dioc’h e labourou tenn hag