Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/43

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —

enouüs ; falvezout a reas da veur a hini e dreina ganto d’an ebatou, hag o veza ma ’c’h enebe start, meur a benn fall a reas an heg outan. Koustout a reas d’ezo avat.

Fur, sioul ha dous evel eun oan pa veze lezet didrous, ar paotr a zantas e galon o virvi.

Evel m’oa bet gwall-heskinet, eun dervez, e zaouarn hag e benn-baz a c’hoarias kement ma talc’has penn e-unan da zaouzek paotr divergont. Lezet e oe e peoc’h p’o doa desket diwar o c’houst o-unan ez oa izili dir kuzet dindan kroc’hen wenn ar Breizad.

Gant ar filozofi Laouig a zeskas e Bourges pazennou kenta gwir ar Romaned [1] , hag ive kustumou ha gwir al Latined.

Deski a rea war eun dro ar varzoniez ha doare koms Horas, Sofokl, Siseron ha Demosten.

Abarz mont da beur-ober e studi da Bariz, Laouig a fellas d’ezan mont da welet skoliou brasa Bro-C’hall.

Goude beza skedet en eur maread ardamezou [2] e Bourges, Laouig a yeas da Doulouz, kosa skol-veur Bro-C’hall war lerc’h hini Pariz ; ac’hano ez eas da Vontpellie.

E-touez an traou dichiz desket gantan er skolachou, Laouig a goms eus ar c’housk hir ha kalet [3] pareet krenn dre staga eur wiz e gwele ar c’hlanvour ; klevet a reas ive e c’hell kig gad mesket gant viou merien hag heol krug roi an dersien d’an dud skoet gant eun taol gwad.

Re hir e ve henvel ama an holl geariou hag an holl skoliou a welas Laouig. Eur sked ne vez a roe dezan e pep leac’h e ouiziegez hag e spered lemm. Brud ar Breizad fur ha desket a yea bemdez war gresk dre ar bed.

Hen avat ne ziskoueze kaout tamm fouge na tamm lorc’h ebet.

En em vesvi a rea en deskadurez, evel ma teu an ever da glask e eürusded e strad ar gwer. N’en doa morse leiz e c’hoant ; diskolpa ha saouri a rea kement leor a deue eus ar wask, ha ne zileze ar studi nemet ken evit pedi ha kousket ha c’hoaz ne roe d’an diskuiza nemet teir heur bep noz.

Seulvui e teske, seulvui e wele gwelloc’h-gwella n’eo ar pez a c’heller gouzout nemet eul loden zister eus ar pez a jom da zeski, hag e sonje e lavar Sokrat :

« Ar pez ouzon gwella eo n’ouzon netra ! »

Ha koulskoude, petra n’ouie ket Laouig-ar-Gernevez ?

Emzivad bihan Koad-Meur, en eskopti Leon, gwaz paour

  1. Droit romain.
  2. Examens.
  3. Léthargie.