Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/45

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —


— « Bennoz d’it, va den, n’eus forz piou out ! Kea buan da eva eur chopinad chistr ; eun tammig e troc’h er bloaz-ma hogen mat eo evelato !… Da dreid a zo gwenn gant ar boultren, eus pell e teuez, red eo ? »

— « Ya, ar Floc’h, eus pell bras, p’eo gwir n’am anavezez ken. Kenavo varc’hoaz eta, ha neuze me a baeo d’it ar grana eus da werziou. »

An divroad a gendalc’has gent e hent, hag ar bombarder a jomas mantret.

Daou zen, e traon ar grec’hen, a gerze kazel oc’h kazel, gwisket nan gant saroiou ha brageier bras, mes gant livitennou ha lageier hir ha striz, tokou pluennet war o fenn.

An den yaouank a dostaas outo hag a astennas e zourn deou epad ma lame e dok gant an hini kleiz.

— « Deiz mat d’eoc’h, Kerdaonched, skoueder an noblans, a lavaras-hen da unan. Deiz mat, Kerpetradime, skoueder an noblans, emezan d’egile. Klaoustre n’edoc’h ket war c’hed ac’hanon me ! E peleac’h e vezo great ar veilhadeg fenoz ! »

— « Va den, emezo war eun dro, n’emaomp ket kalz e poan da veza harzet gant kement hini a gavomp war hon hent, hag hon hano n’eo ket eus ar re a gouez a c’hinou al lamponidi hep ma lakafent « aotrou » dirazan. It eün gant hoc’h hent, da di Varianna, an ti kenta e kleiz, du ze dindan ar wezen graon koz, plantet en amzer an duk Per : hor c’homerez a roio d’eoc’h eur chopinad hag a raio vad d’eoc’h, hep mar ! Eun tammig e troc’h er bloaz-ma, n’eo ket fall evelato ! »

Mont a rejont adarre gant o hent, lorc’h enno, o skoulma a-nevez daou benn neuden ar gaozeaden torret gant an den diavis !

Ar beachour a droas kein oc’h huanadi.

Eun troc’her koad a deuas da dremen, kroumet oll dindan eur beac’h keuneud munut.

— « C’houi eo, Rio, a zo aze ? Mar kirit me a zo o vont da roi dourn d’eoc’h da zougen ho samm ? Pounner int an trojou fao-ze ! »

— « Pounner a-walc’h, va mestr, evit ho taouarnigou gwenn. Hogen, Rio n’en deus ket c’hoaz e zek vloaz ha tri-ugent ; va diskoaz a zo c’hoaz kalet, c’houi welo ! Deuit ganen betek va zi, hag ec’h evimp bep a vannac’h chistr ; krenv eo eun tammig er bloaz-ma, mat eo evelato ! »

— « Eun tammig krenv ? » a lavaras ive ar beachour.

— « Krenv ! Piou en deus lavaret an dra-ze d’eoc’h ?… O ! eun tammig bihan hepken ! Deuit atao, ni a evo d’hor yec’hedou »

Digouezet oant,