Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/50

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —


Daoust m’oant bet trec’het e Guerand, an Normaned ne oe ket darbet d’ezo mont dioc’htu eus Breiz.

Eun dijentil yaouank, Juhaël-Béranger, mab da gont Roazon, mantret e galon o welet ar reuziou a stleje an dud gouez-se dre-oll, a douas kas betek an diveza anezo eus ar vro.

E nerz-kalon a jachas davetan eun niver bras a genvroiz, hag an eur-vad o devoe da drec’hi eun darn eus an enebourien griz.

Ar re a jome, siouaz ! a yoa c’hoaz kalz re niverus, hag a c’helle kas hor Breiz-Izel gez d’an traon.

Hogen, Doue a yoa o vont da zigas d’ezi eur zalver.

Daoust pegen dinerzet oa klemmou hor bro baour, daoust pegen izel bennak oa kouezet dindan beac’h he reuziou, betek ma n’helle mui nemet sevel he zellou nec’het etrezek an nenv evit goulen skoazel Doue, ar c’hlemmou ze a oe klevet gant unan eus ho bugale.

E lez roue Bro-Zaoz ez oa d’ar poent-se eur paotr yaouank a drioueac’h pe naontek vloaz meurbet karet gant Adelskand.

N’oa ket Saoz koulskoude. E dad, Mathued Porhoët, a dec’he dirag an Normaned pa oe kinniget d’ezan eur goudor war an douar estren. Eno e save e vab Lan o sonjal e c’hellje eun deiz marteze rei dourn d’ar Vretoned, e vreudeur.

Al Lan yaouank-ma a yoa mab bihan da Lan-ar-Meur. Ar pez a vezo lennet pelloc’h a ziskouezo pegement e tlie, evel e dad koz, beza enor e vro, e ouenn hag e hano.

Ober a reas eur c’halvaden d’an holl Vretoned eveltan en harlu war douar Bro-Zaoz ; ar re ma a ziredas dioc’ntu d’en em lakaat dindan banniel ar prins yaouank.

Daoust n’en doa ket nemeur a fizians da welet anezo o tont a-benn eus o zaol Adelskand a roas d’ezo eun toullad listri, fardet gantan e unan evito.

Ha setu ar Vretoned en hent warzu o bro.


II


War ar mor


Lan a Vreiz e-unan eo a zo e penn al lestr kenta. En e zav ema e-touez e dud, dare da denna e dok da aochou e vro kerkent ha ma o gwelo.

Mes, setu en eun taol an avel o krenvaat ; an nenv a deu da veza goloet a goummoul, hag e klever ar mor o krozal. Daoust ha mont a raint da goll pa’z int erru ken tost d’ar gear ?