eno, daelou o tiredek eus e zaoulagad. Tri pe bevar den a yoa er park-se, eur manac’h unan anezo, eas oa da anaout dioc’h e wiskamant.
— « Yann Landevenneg neo ket maro ! a lavaras Lan laouen bras. Ne gredi ket ac’hanon, Hoëlig, barz koz enoret, ma lavaran d’it em eus gouelet evel eur bugel, me an dispont, ar c’hrenv, an didrec’hus, evel a leverez, o kredi edo hon abad kez astennet maro aze e-touez ar gouezidi-ze. »
— « Eo da, Lan, kredi a ran ac’hanout, rak me ive am eus gouelet, ha gouela ran c’hoaz end-eůn, pa zellan ouz ar park paour-ze e leac’h ma kousko hor breudeur betek an deiz ma teuio korn boud an elez d’o dihuna evit ar varnedigez vras. »
Hag ar barz a blegas adarre e benn evit kuzat an daelou a zirede puilhoc’h a hed e zivoc’h dislivet.
E keit-se Odila a yoa eat betek ar manac’h hag ar zoudarded. Ar re-ma a yoa o vezia ar re varo, hag Odila daoulinet dirak an toull bras a bede a vouez uhel evit he c’henvroïz eat da Anaon.
— « Pedit a-unan gant ho merc’h, a lavaras unan bennak a-drenv kein Odila. Eummaël ha Lan a Vreiz a ya da roi dourn da vezia o breudeur. »
Hoëlig a zaoulinas e kichenik e verc’h. Lan hag Eummaël a yeas ebiou d’ezo.
— « C’houi dre ama, aotrou ! » a lavaras abad Landevenneg.
— « D’in-me oa kentoc’h d’ober d’eoc’h ar goulen-ze, abad paour, me grede d’in oac’h maro ive ! »
Stoui a reas a-zioc’h ar foz, hag e c’houlennas :
— « Daoust ha kalz a zo anezo ? »
— « Nan, a drugare Doue : ezom hoc’h eus, aotrou, eus ho Pretoned kalonek. »
Lan a huanadas : « Va Bretoned kez, emezan, daoust ha red e vezo d’in lezel kalz anezo a-hed an hent dre ma ’z in ? »
— « Arabat eo d’eoc’h falgaloni, Lan a Vreiz, a lavaras kerkent abad Landevenneg ; ar re a varv evit o bro a vez atao digemeret mat gant Doue ! »
Ha pa oe sebeliet an holl Vretonet varo, e oe sanket war c’horre an douar eur groaz great gant skourrou gwez. Ar manac’h a lavaras ar pedennou diveza, ha pep-hini en em dennas ac’hano.
Noz oa pa en em gavas an dud gant o listri.
N’oad ket dienkrez gant Lan hag Eummaël. Ne dalv ket d’in esa roi d’eoc’h da glevet pebez levenez a oe e-touez ar re harluet pa weljont ar prins hag ar barz o tizrei yac’h ha dibistik, kelc’het gant Odila, Eummaël hag abad Landevenneg.
N’oa ket bet muioc’h a levenez goude kemeret Dol.