— « Doue ra ’z pennigo, Lann a Vreiz ! eme ar zoudarded war eun dro, endra ma teuent da ober kelc’h en dro d’o frins. Bez atao hor mestr ; bepred e trec’himp o vale war da roudou ! »
O kuitaat bro Dol, Lan a yeas war zu Sant-Brieg. An Normaned a dec’he dirak ar Vretoned ; ar re a jomas, n’oa ket nemeur anezo, — a oe flastret holl.
Lan a yoa treac’h evit an eil gwech !
Araok mont larkoc’h e fellas d’ezan roi eun tamm diskuiz d’e dud ; setu perak e roas urz da jom a zav er gear edont o paouez kemeret.
El leac’h-se end-eün eo o doa stourmet. Lenn a read an nerz hag al levenez war dal ar prins ; e zilhad a yoa saotret gant ar gwad hag ar boultren hag a embanne uhel n’edo ket dibreder na dilabour e kichen e zoudarded : e zourn a gase dalc’h-mad da ward e gleze. Ar Vretoned a zelle outan gant plijadur hag a eve kouls lavaret e gomzou, evel pa vijent o selaou anezo evit ar wech diveza.
P’an doa ehanet da goms e teujont holl d’en em deuler e harz e dreid.
— « Hor mestr oas, emezo, te hag az peus digaset ac’hanomp adarre d’hor bro garet, te hag ac’h eus pellaet ar re a veve gant hon danvez, en hon ziez-soul. Bez eta hon Roue ! Ne jom mui nemedout eus gouenn Lan-ar-Meur, hor mestr galloudus. Lan, hor mestr, ra vezi hon Roue ! Toui a reomp d’it karantez ha stagedigez betek mervel. »
Lan a dostaas ouz ar re a yoa en e gichen hag a reas d’ezo sevel. D’ar re all a yoa larkoc’h e roas ar memes urz gant e zourn ; hag e komzas evel-hen :
— « Evel-se ’ta, Bretoned ker, atao feal, ec’h anzavit anaout ac’hanon evit ho roue, me Lan, mab Mathued Porc’hoëd hag Huelina a Vreiz ! »
Goloet e oe e vouez gant re ar Vretoned a roe d’ezan mil meuleudi hag a youc’he a levenez.
— « Mat, eme Lan. d’am zro me a dou beza mat evidoc’h, me a dou e tifennin ac’hanoc’h. Mar ne deuan ket a benn da lakaat an Normaned e-meaz ar vro e rentin d’eoc’h en-dro ar gurunen a