roit d’in hizio, hag e root anezi da unan bennak-all gouestoc’h egedon. »
« Hag e peleac’h e kavfemp-ni hennez ? » a lavaras eur vouez lent a-drenv kein Lan.
— « Te eo, Odila ? Deus ’ta, te ive, da gemeret perz em eūrusted ! Kemer da delen ha galv da dad ! »
— « Emaon ama », a lavaras ar barz koz o sevel e benn uz da hini e verc’h.
— « Lan, va mestr madelezus, emezan, Hoëlig, da zervicher, en deus savet d’it eur werz nevez. Daoust ha plijout a rafe d’it he c’hlevet ama ? Ne lavaran ket ne vo ket an hini ziveza a deuio eus va spered erru warnan ten valijen ar gozni ! »
— « Ya, plijout a raio d’in. Krog ganti eta. Selaou a ran ac’hanout. »
Odila a zresas kerden he zelen. Mouez flour Hoëlig yaouankaet a zavas da gana, da veuli vertuziou ha taoliou kaer ar roue nevez.
Ar vrezelourien a c’helle pellaat evit o flijadur ; hogen, hini ebet ne loc’he. Ne zantent mui o skuisder o klevet eur ganaouen vrezonek war douar Breiz, evit ar wech genta abaoue ma ’z oant eat d’an harlu. A veac’h m’en doa ar barz kanet ar poz diveza, a veac’h he doa an delen kaset he diveza huanadennou d’an hekleo ma oe klevet adarre ar Vretoned oc’h huchal a bouez penn :
— « Buez hir d’hor Mestr galloudus ! Buez hir da Hoëlig ar C’hloareg, a oar kana ker kaer e yez an Arvor oberou kalonek hor prinsed muia karet ! »
Savet e oe en deiz war-lerc’h eun delten war dachen ar brezel, hag e kreiz an delten eur gador da Lan ; hag e teuas an duchentilou, ar vrezelourien, tud ar bobl hervez ar c’hustum miret e Breiz, da ginnig o doujans, da doui sentidigez ha fealded d’ar roue nevez. Ne roent ket dezan an hano kont pe duk bet douget gant Lan-ar-Meur ha prinsed Breiz-Izel ; adsevel a reant evitan rouantelez Breiz ; hag an dra-ze a zigase sonj eus ar mare koz ma ’z oa Breiz digabestr.
Ar Vretoned ne jomchont ket pell e Sant-Brieg ; c’hoant o doa da vrouda an dud kriz betek en o zoullou krenva.
Ar c’helou eus distro Lan hag e Vretoned a yoa eat buan dre Vreiz-Izel ; dont a reas bandennadou soudarded, tuchentilou, gwizien, a bep tu, da glask goudor dindan banniel ar prins ha da ginnig sikour d’ezan.
Lan a glevas o doa c’hoant an Normaned d’en em zastum ha d’en em gloza en Naoned da c’hedal ma teuje skoazel vat d’ezo eus o bro.