Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/58

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —


— « Ar skoazel ze a deuio re zivezat, eme Lan pa oe digaset d’ezan ar c’helou. Kerzomp dan Naoned. Ne zaleo ket da veza d’eomp. »

Ha setu int en hent adarre. O nerz-kalon ne vennas morse mankout d’ezo ; morse an disterra klemmaden ne darzas war o muzellou. Ar gounid a veze ouz o heul, gwir eo, mes nag a skuisder ive ! Nag a ziouer a galz traou !

Ha neuze, pa vezent feaz, elez an Ao. Doue a yea hag a deue en o zouez. Pan deveze Lan hag abad Landevenneg komzet pep hini en e zoare, unan eus enor ar re a vije treac’h, egile eus eürusted ar baradoz a vije lod ar re a gouez war an dachen, pan deveze Hoëlig hag e verc’h great eur bale en o zouez, ar re zinerz a zante eur vuez nevez o sevel enno, ar re feaz a rea eun tamm chach d’o c’halon. hag holl adarre a felle d’ezo bale ha treac’hi. Piou eta en doa savet e vouez evit lavaret ehana ar brezel ? Eun trubard oa hennez, eun digalon ! Dizale, ya, dizale an Normaned a dec’hche dirazo, ha birviken mui n’o gweljed o tizrei…

Lan en doa aon ne deuje Odila hag he zad da vankout en hent treac’het gant ar skuisder, ha setu perak e kinnigas d’ezo o lezel en eun tiegez breizad, dizroet an dud ennan pa oa eat an Normaned gant o hent. Odila avat ne fellas ket d’ezi klevet hano eus traou evel-se.

— « Va zad, emezi, en deus touet heulia ar Vretoned betek penn, ha me a yelo gant va zad e kement leac’h ma’z ay. En han’ Doue, lezit ac’hanomp da vont ganeoc’h. »

— « O ! a greiz kalon, Odila ! N’eus ket, m’hen tou ! unan eus va zoudarded ha n’en divije keuz d’eoc’h ho taou, ha n’eo ket hep anken em bije dilezet ac’hanout abarz digouezout e penn hor beaj, el leac’h ma vezimp dizale, sur oun. »

— « Perak eta dont da goms d’in a zisparti ? »

— « Abalamour, Odila, e lakaan da genta ha dreist pep tra eürusted ar re a garan… »

— « Daoust ha gellout a rafen beza eürus pell diouzoc’h ha dioc’h va breudeur ? »

— « Plac’h gez, da vuez da vihana ne vije ket kement e riskl evel m’ema brema. Daoust ha n’ec’h eusket digemeret eun dervez eun taol hag a yoa skoet evidon me ? Da nerz-kalon a zinerzas breac’h va enebour a oe mall gantan tec’het. Dleour oun d’it eus va buez. Ya, Odila, ha n’hen ankounac’hain biken ! »

Hag ar brezelour yaouank a reas eur zell tener war merc’h ar barz. Odila a rusias hag a blegas he fenn.

— « Dever pep Breizad, emezi, eo lakaat e vuez e riskl pa ’z eo red evit savetei hini e brins. »