Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/64

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —

pa he gweljomp d’an dro genta, war al lestr, o tont eus Bro-Zaoz da Vreiz-Izel.

Hoëlig avat a zo kosaet kalz. Chouket eo, ne wel mui kouls lavaret, hag ar pez a zo gwasoc’h c’hoaz, n’eo mui evit kana soniou Breiz-Izel : kollet en deus e vouez. Neo ket hepken an oad a reas an distrujse : eun anken bennak a zo e kalon ar barz oc’h e grinat, hep ma c’houfe den petra eo.

— « Petra c’hoarvez ganeoc’h, va zad ? » a c’houlen alies Odila.

— « Netra, netra, va merc’h, n’em eus netra ! a lavar hen d’ezi oc’h esa beza laouen ha war eun ton distres : koz oun, n’eus ken oc’h ober diez d’in. »

Koll a ra e amzer o klask digareziou : Odila a wel mat ez eus ouspenn an oad o waska he zad : ouspenn ugent gwech bemdez e c’houlen digantan perak eo tenval e benn en eur c’hastel evel hini Lan, el leac’h ne vank netra d’ezan, perak e wenna ker buan e vleo gris, perak ne gan mui…

Er vintinvez-se eta, Odila he doa gwisket dilhad kaëroc’h eget kustum, abalamour m’oa digaset kelou d’ezi da vont da gaout Lan a Vreiz.

Pa oe kaset dirak ar prins, hema a yoa e-unan ; seblantout a rea edo e spered o labourat eun draa-bouez, hag ar plac’h yaouank, chomet war dreujou ar gambr, na grede ket mont larkoc’h gant aon da reustla sonjou ar prins. Ac’hano e selle ouz an hini a yoa bet ganti er boan, hag en em gave dies he-unan o welet ez oa tenval e benn.

Lan a yoa e kreiz e vrud d’ar poent-se. Daoust noa ket chomet da ehana epad ar pevar bloaz, n’oa chomet rouden ebet war e dal da lavaret oa bet skuis gant ar bale hag ar brezel ; chomet oa warnan hepken evel eur skeuden eus e hardiziegez gwechall, ha kement-se n’oa ket da zisplijout, pell ac’hano.

Gwisket kran oa, evel e teree ouz eur roue Breiz, ha kement-se a roe luc’h d’e vent, ha pa veze gantan e gurunen war e benn, ar Vretoned oa kustum da lavaret oa hen ar c’haëra roue a yoa bet war an douar.

E varo a yoa hir ; lezel a rea anezi da asten. An Normaned a rea amezan Lan-ar-Barofrizet. Ne gave ket kasaüs al leshanv, rak ma krede start et vije miret hag enoret gant ar Vretoned pell, pell, war e lerc’h.

Lan a zavas e benn, dont a reas zoken da veza laouen pa welas merc’h ar barz.

— « A ! te eo, Odila ? emezan o vousc’hoarzin. Tosta ’ta, eur bern traou am eus da lavaret d’it. Asa, merc’h paour, deuet ez eus