Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/65

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —

aon d’it rak da vestr abaoue m’eo eürus ? Seblantout a ra d’in ez peus c’hoant tec’het ! »

— « Ar gwir vignoned a jom en distro epad m’eo eürus ar re a garont, tostaat a reont pa emaint en dienez. Fazia rit, va frins, rak n’em eusket a c’hoant tec’het dirazoc’h : nemet an nebeuta c’hellan e lezan va zad e unan, n’ema ket mat evel ouzoc’h. »

— « Kozi a ra hor barz kez ! »

Hag e krogas e breac’h Odila.

— « Bugel ker, emezan gant karantez, ha sonjet ez peus te e vanko da dad d’it, dizale marteze ? »

— « O va frins, arabat eo d’eoc’h koms d’in eus an dra ze, me ho ped ! eme ar plac’h o vont da ouela. Pa deu ar zonj-se em spered, va c’halon a venn mankout d’in. Nema ket c’hoaz an Ao. Doue, fizians em eus, o vont da c’houlen ar sakrifis-se diganen. »

— « Fizians am eus ive, Odila. Hag evelato em befe c’hoant da roi d’it eun dioualler, n’eo ket dont a rafe ar maro d’az tad. Digemeret a ri anezan eus va dourn, hep mar, ha n’eo ket gwir, va merc’h ker ? Karout a ra ac’hanout pell zo, ha te ive, marvat, az peus karantez evitan. Unan eo eus hon mignoned koz. »

Lan a reas eur zell war ar plac’h yaouank hag a lavaras evel o krena eun tammig :

— « Eummaël eo ! »

— « Karout a ran Eummaël evel ma karan va holl breudeur, ar Vretoned, bet ganen er boan. Hel lavaret am eus d’eoc’h, ne garan ket muioc’h an eil eget egile. N’em eus ken youl nemet chom gant va zad betek e varo : ne fell ket d’in dimezi ! »

Epad eur pennadig an daou zivizour a davas. Lan a stourme ouz e galon a lamme direiz ennan.

— « Ha n’ec’h eus dibabet nikun, Odila, eus kement a duchentil a zarempred va lez ? »

— « Hini ebet ! » eme Odila hep termat.

— « Hag e nac’hfez da zourn d’ezo holl, Odila ? »

— « Ya, Aotrou, d’ezo holl ! »

Lan a davas : sonjal a rea. Tenereet oa, ha kaër en doa, her gwelet a read dre e gomzou.

— « Ha ma teufe Lan a Vreiz da ginnig d’it beza daou-hanter gantan war gador Breiz, asanti a rafez, Odila ? »

Lan na denne kete zaoulagad divar dremm ar plac’h yaouank, merc’h Hoëlig ar Barz ; kement a reou-all a vije eat eur c’horfad lorc’h enno o klevet eur seurt goulen ! Odila na ziskouezas na diezamant na plijadur.

— « Ankounac’haat a rit, Lan a Vreiz, piou oc’h ha piou oun ; n’oun nemet eur baourez kez, pinvidikeat, evel ouzoc’h, gant