Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/67

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —


nebeut derveziou, antronoz marteze e rankje dispartia dioc’h Odila, ha dispartia da viken !…

Hogen, Lan en doa eur galon ken eün, ken leal, ken na deuas morse d’ezan ar zonj da glaske blijadur di war goust hini e nesa. Lavaret a reas eta hep marc’hata, daoust pegement bennak e kouste dezan :

— « Ya, ya, it ha bezit eürus ! »

Mont a reas buan d’eur zal-all da guzat e zaëlou.

— « Prins paour ! ha c’houi ive bezit eürus ! » a lavaras Odila o sec’ha an daëlou a zirede puilh eus he daoulagad.

D’abardaez an dervez-se Hoëlig a gavas e vouez da gana unan eus ar c’haëra gwerziou a ouie. Gouzout a rea en doa ar prins aotreet d’ezan distrei d’ar gear, ha ne bade ket gant ar vall en doa da vont en hent.

Tri dervez goude, Hoëlig hag Odila a lavare kenavo da gastel an Naoned.

Lan a yoa eat d’e gambr, hag eno, prennet gantan e zor e c’hellas ouela e walc’h. Ya, ouela rea, hen kan kalet ouz ar boan, ken dispont, ken kalonek en emgann, ouela rea o sonjal e Odila.

— « Va zalvoudegez a ya ganti, a lavaras-hen en eur c’haouad poan-spered. Va breac’h, siouaz ! a vo dinerz ma tizro an Normaned. Bretoned paour, ema eat hor Providans diganeomp !… »


VIII


Maro ar Barz


N’oa ket tremenet mat an daou vloaz e teue adarre Odila da zaoulina e-harz treid ar prins.

Troket he doa he dilhad liou sklear oc’h dilhad du, liou kanv. Evel se zoken Odila n’he doa kollet netra eus he gened, er c’hontrol eo.

Lan a yoa koseet : ar preder, an anken hag ar boan-spered o doa roudennet e dal d’ezan abret, hag oc’h e hividigou ez oa meur a vleven arc’hantet etouez ar bouchadou re zu.

Lan a yoa galloud us ha pinvidik ; doujet ha karet oa ive gant ar Vretoned, ha koulskoude n’oa ket eürus.

Dimezet oa dre rezon, ha nan dre garantez, da verc’h kont Anjou, eur vaouez war an oad, seac’h en he doareou. N’he c’harie ket, hag ar vuez evito o daou a yoa trenk kenan.

— « Paour kez Odila ; oc’h da welet e teu sonj d’in eus an

5.