c’hleier a lavar eo deuet ar poent da vezia ar prins, hag an dud-ma a zo o vont d’al lidou.
Eus pennou pella Breiz-Izel ez eus deuet tud. Hag arabat e ve kredi e teuont gant ar c’hoant da welet traou nevez ! Ar re o deus gwelet ar prins galloudus ha doujet a fell d’ezo e welet eur wech diveza a-raok ma’z aio diwar wel evit atao, hag ar re n’o deus ket e welet morse a fell d’ezo e welet eur wech da vihana.
Beziet e oe e iliz Sant-Donatien ha Sant Rogatien. Kement hini a c’hoantae gwelet ar bez digor a oe lezet da dostaat.
Ar veleien hag an duchentilou a yeas ac’hano pa oe lavaret ar pedennou diveza. Daou zen a yoa chomet warlerc’h ar re-all da bedi evit ar prins ; en em gaout a rejont an eil gant egile war dreujou an iliz. Unan a yoa soudard, eben leanez.
— « Eummaël ! »
— « Odila ! »
Daou hano lavaret war eun dro.
— « C’hoar Hoélia eo a reer ac’hanon brema, a lavaras al leanez. Lezet oun bet da zont da welet eur wech c’hoaz an hini a oe ker mat evidon. »
— « An dro genta eo d’in da drei kein d’ezan abaoue ouspenn ugent vloazzo, eme ar zoudard leun e zaoulagad a zaelou hag e galon a anken. Siouaz ! Siouaz ! aon am eus, Odila, ne deufe re vuhan ar Vretoned da welet eo kouezet ar peul a zifenne ster al « Loire » ouz an Normaned ! »
Ar re a deuas antronoz da bedi war bez ar prins a oe meurbet strafuilhet o kaout ar c’horf astennet war an douar e meaz ar bez.
Dont a rejor d’hen sevel gant kalz enor ha d’her bezia a nevez. Lakeat e oe mein bras da c’holo, hag, e kichen, goardou da deuler evez nos-deiz.
Poan gollet. Ar burzud a oe renevezet en deiz warlerc’h, ha dont a reas eur maread tud da zellet, evit beza test eus an darvoud a zo hano anezan e Istor Breiz. Ar vein a yoa distaolet ama hag ahont ; ar goardou a yoa hanter varo gant ar spont o doa bet, ha korf ar prins gant e zilhad kaëra a yoa astennet war leuren an iliz.
An eskob en em gave nec’het, pa deuas eul leanez de gaout ; eun dra a bouez, emezi, he doa da ziskuilh d’ezan. ’
— « Komzit, va merc’h ! » a lavaras an eskob d’ezi gant madelez.
— « Eus an dud a zo aze, emezi, ez eus meur a hini hag a c’hellfe rei testeni ganen eus ar pez ez an da ziskleria d’eoc’h. »
Al leanez a astennaz he dourn war-zu eun toulladig tud a vrezel. Ar re-ma a yoa e kompagnunez Lan pa deuas eus Bro-Zaoz.
Konta reas penaos oant deuet ac’hano.