darbet eo bet d’ezan borna d’in eul lagad gant unan eus e gerniel.
— Asa, Katell, e rank beza troet da spered, n’eus ket da lavaret nan !
— Me, troet va spered ? Ma, deus ganen, kredi start a ran ema eno c’hoaz. Deus, pa lavaran d’it, gwelet a ri.
Hag o veza kroget e breac’h he den, e chache warnan evit hen tenna d’he heul.
Ha setu ar zakrist o vont, koulz lavaret, en despet d’ezan, hag evit senti ouz e wreg.
Kalz muioc’h a dud a yoa breman o c’hedal o zro da govez.
An diaoul, dioc’h an doare, a yoa lorc’h ennan, rak e lost a fistoule kenan. Daoust hag-en vije abalamour mac’h anzave ar vaouez he holl daoliou teod, pe marteze, abalamour mac’h en em blije o tale da lakaat bole en he c’hloc’h ? Ar pez a zo gwir eo e lamme lost an diaoul, ez ee hag e teue a-gleiz hag a-zeou.
Digouezet tre e kichen, Kled a anavezas al lost evit beza e welet gant eun diaoul great d’ezan gant an aotrou person dont er-meaz eus korf eur perc’hennet eus ar barrez, Ac’hano ez oa eat da jom en eun ti paour dilezet, e kichenik ar vourc’h, evit gellout teuler evez war ar barrez, ha klask an tu d’en em zigoll eus an droug hag an dismegans a yoa bet great d’ezan.
Ar zakrist a ouie mat da beleac’h oa eat an aotrou person. Eat oa abred kaer, hep doueti e teuje ar bleiz da ober eur weladen d’e zenved.
Ha p’eo gwir n’edo ket ar perc’hen er gear, Kled na ouie ket kaer ouz pe zant en em erbedi evit kas al laer ermeaz. Daoust hag ober a raje labour ar c’hi-gward ? Daoust ha diskouez a raje e zent ? Ha taga a raje ar bleiz ?
Karet en divije ober an traou-ze holl, red eo lavaret ar wirionez ; hogen, n’oa ket hardis a-walc’h evit an dra-ze. Ganet oa gant eur galon gizidik.
Harzal a c’helle, gwir eo, neo ket ker gwaz ha sailha ; hogen, didrabasoc’h oa c’hoaz roi peoc’h Asa, livirit ama d’in, petra eo eur c’hi paour e kichen eur bleiz naonek ? Petra eo eur sakrist e-kichen an diaoul ?
Marvat oa an dro genta da Gled kaout santimanchou ken izel anezan e-unan, hen hag a yea dre douez an dud en iliz, sounn e benn evel eur pabor, hen hag a zeblante sellet ouz an dudigou dreist e skoaz, evel pa falvezfe dezan lavaret d’ar gristenien : « D’eoc’h-hu eo dereat kaout doujanz evit al leac’h-ma, pa n’oc’h ket eus an ti ; me, avat, a zo kenderv d’an Aotrou Doue ! »
Ha petra en divije gounezet o trouzal ? Netra, kredit anezan. Lakeat en divije, avat, ober gwap ouz ar veleien, sponta ar gris-