Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/76

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —

zevel, a grogas er gorden hag a reas eur jachaden evit ober d’ezi dont d’e heul.

Digouezout a rejont prestik goude en eun tammig kardi a yoa harp ouz e di. Hag o veza great kement-se, ec’h hastas dizrei d’an iliz. Lavaret mat en doa de wreg chom sioul keit ha ma vije oc’h ober e dro. N’em beus ket ezom da lavaret pegen nec’het oa ouz e c’hedal ; ober a reas sin d’ezan da vont er gador-govez.

— Ho pennoz d’in, va zad, emezan, abalamour m’am eus pec’het.

— Mat ! mat ! eme an diaoul gant ardou.

— Ne gredan ket anzav, va zad, eme ar zakrist ; dieas e kavot klevet ar pez am eus da lavaret.

— Kea atao, eme an diaoul.

— P’eo gwir eta e rankan anzav, va zad, m’em eus laeret. — Mat ! Mat kenan ! en doa c’hoant an diaoul da lavaret ; hogen, miret a reas ar goms en e c’henou.

— Ha petra eo hoc’h eus laeret, va mab ?

— Eur gorden, va zad, eur c’hoz tamm korden vrein ha n’oa ket eur walennad anezi, kavet ganen e foz an hent bras. An diaoul n’eo ket eun azen ; anaout mat a ra finesaou eun niver bras a dud er govezion, p’eo gwir hen e-unan eo a vez o c’houeza anezo en dud.

Santout a reas ez oa eun dra bennak e penn ar gorden ; hogen, evel men doa, hen, laer eneou, kalz teneridigez evit al laeron, hag o veza n’edo ket e poan e raje ar zakrist eur govezion vat, e c’houlennas outan, evit heulia ar c’hiz, ha netra ken :

— N’oa netra e penn ar gorden, n’eo ket ’ta, va mab ?

— Eun tammig bleo bioc’h, va zad, edon o vont d’hen lavaret d’eoc’h.

— Mat sur. Gwelet a ran breman petra eo, eme an diaoul. C’houi a roio ar gorden d’he ferc’hen, va mab ; ar bleo avat, ha goude ma vije c’hoaz eun tammig bennak ouz ho pizied, an dra-ze na dalv ket eun A ve evit pinijen. It da…

Chom a reas e gomz a-zav.

N’en doe ezom ebet da lavaret diou wech ; ar zakrist a deuas laouen eus ar gador-govez gant ar peoc’h en e ene, da vihana, hervez lavar an diaoul. Klevet mat en doa ez oa eur vioc’h e penn ar gorden, hag ar vioc’h-se, Kled en doa bet urz d’he derc’hel gantan ; an diaoul n’en doa ket bet an disterra douetans oa ar vioc’h-se e hini. Setu, da vihana, ar pez a c’helled kredi o welet e lost o steki ouz al leuren. Ar zakrist, koulskoude, en doa da restaol ar pennad korden, hag, evit ne vije ket broudet e goustians gant ar morc’hed, ez eas, en eur redaden, da zistaga anezi evit he