Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/81

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 71 —

me a rafe dougen anezan, koufr hag all, hag a rafe d’ezan tec’het da viken eus ar vro-ma, oc’h e deuler er mor du-ze.

— Te, Kled, va mignon, a lavaras ar person, te a zo eun den a guzul vat. Great a vezo evel ma leverez. Buhan, unan bennak da gerc’hat ar vrasa gravaz a vezo gellet da gaout, evit ma’z ay pelloc’h an amprefan-ma eus va iliz !

Digaset e oe eur c’hravaz ha lakeat warni ar gador-govez a c’hourvez. An diaoul a fringe, a zaone, a valloze, gwasoc’h evit biskoaz. Kement-se na viras ket ouz pevar baotr krenv d’hen dougen en e gador betek war dachen ar foar. Ac’hano ez ejont, heuliet gant koulz lavaret holl dud ar barrez, da deuler anezan er mor.

En em gaout a rejont a zioc’h eun toull bras meurbed great en aod gant mor pennfollet ar Raz.

— Breman, eme ar person d’an diaoul, ez eomp da heti d’it eur veaj vat. Kea d’az pro, ha gras d’it d’en em blijout ker mat enni ma ne vezi mui gwelet morse dre aman. En distro eus an holl vennoziou ac’h eus skuilhet war va farresioniz, ez an, me ive, da leda grasou an nenv war da hent.

Hag e tigoras e vreviel, ha goude beza lennet ennan eur pennad bennak e lavaras eun nebeut pedennou war ar mor chenchet kerkent en eul lennad vras a zour benniget.

An dougerien a grogas a nevez en o zamm, hag a stlapas en toull heuzus kador-govez ha diaoul.

Ne dalv ket d’in klask displega d’eoc’h ar youc’hadennou, ar blejadennou roget a rea ar c’hanfard ruilhet ha diruilhet war an tarziou dour benniget. Tri mil den taolet asamblez en eur gaoteriad divent a zour bero na rajent ket muioc’h a zafar. A nebeudou, an trouz a yea war bounneraat ; diaoul ha kador govez a ziskenne betek goueled « Ifern Plogô ».

............................................................................................................


E c’hellit kredi, an dud n’oant ket amlavar o tont ac’hano d’ar gear. Katell n’hellas ket miret ganti ar pez a ouie, ha dizale n’oa ken kaoz e-touez Plogoïz.

Peb-unan a felle d’ezan gwelet bioc’h an diaoul. Hogen, pa zigouezas Kled en e gardi, divinit petra gavas, e leac’h e vioc’hig ruz-tan ifern ? Netra nemet ken eur vozad bleo…

Katell ive a yoa prez warni, ha neuze, c’hoant he doa da welet ar montr aour. Setu perak e c’houlennas an heur digant he hanter-tiegez.

Kled a gasas e zourn d’e c’hodel ; ha petra deuas gantan ?… Eur penn-ougnoun brein !…