nosvez, tenval va fenn. pa deuas en ti eun aotrou e kiz kear hag a lavaras d’in :
— « Noz vat d’eoc’h, plac’h yaouank ! Mes gwall nec’het ho kavan ; livirit d’in. mar plij, petra ra d’eoc’h kement a ziezamant, ha me ho tizammo. »
Ha me neuze ha dibuna d’ezan va foan-spered ha va enkrez. P’am oe echu gant va c’haoz, an aotrou a roas d’in ar boned kaer en deus great d’eomp eureuji. Lavaret mat a reas ez oa arabat d’in ankounac’haat e hano pe e teuje d’am c’herc’hat d’an deiz ar bloaz. Miret am eus anezan epad meur a viz, hogen, siouaz ! debret eo ganen eur pennad a zo… Ne jom mui nemet eiz dervez ganeomp da veva a-gevred, hag e vezimp dispartiet evit atao. »
— « Hennez, enne Yann, a ranke beza kemener eus e vicher ! Ha ma c’halvfen an holl gemenerien a ziwardro, marteze ec’h anavesjez anezan ? »
— « Marteze a walc’h ! » eme Jannedig.
E feiz, great e oe. Embannet e oe dre bevar c’horn bro Leon en em gaout a benn ar yaou d’abardaez, diveza dale, e ti Yannig ar c’hemener, e Lanndi, evit eun dra hag a dalveze ar boan.
Setu savet prez war ar gemenerien. Dont a reant eus Koman na, Taole, Kastell, Ploueskad, Lesneven ha Landerne… Deuet oant holl nemet unan. Ya, unan a vanke… Rak Jannedig, kaer he devoa digeri he brennikennou ne deue ket a-benn da gaout e… aotrou e-touez ar re-all.
Red mat ez oa e gaout koulskoude.
Edo o tont, war e bouezig, dre an henchou poultrennek, pa welas eur c’had o tilammat eus eur voden lann.
— « Hola ! emezan, mar gallfen tapa krog er c’had koant-se setu hag a vije evit an daou bried ankeniet danvez eun tamm jibeloten eus ar c’houeka ! »
Eur reder mat ez oa, daoust d’ezan da veza kemener ; pevar droad evelato azo lijeroc’h evit daou… N’hellas ket lakaat e c’hreunen c’hoalen war lost ar c’hadig skanv. Heulia reas anezi eur pennad brao koulskoude, ken ez eas en eun toull louarn dindan an douar.
— « N’eus forz, emezan, aze e tapin anezi. »
Hag ez eas en toull war he lerc’h.
Pegen souezet ne oe ket o tigouezout evel-se en eun draonien vras leun a c’hlasvez, a wez uhel, e kichen eur c’hastell kaer meurbed !
— « Iskiz eo er memes tra, emezan. Na piou en divije kredet ? En ifern, sur a-walc’h eo ez oun diskennet. Mat, ha goude ma