Ar pesketaer-ma a yoa o chom etre chapel Dom Michel hag iliz parrez Konk-Leon.
Eno, en eun ti bihan toet e soul e veve Maudez al luron, ar pesketaer, hag e wreg, Paour ez oant, evel just ; ya, ken paour ha Job war e vern teil, mes ouest avat.
Bemdez Maudez, pa vije bet o pesketa a yea da werza e besked da Vrest. Eur c’hoz kar en devoa, hag eur c’hoz loen treut, treut, bet d’ezan en aluzen digant unan bennak eus bourc’hizien Konk.
N’eus forz, beva rea evelato, ha digas a rea eun tammig eazamant en ti da viret ouz ar baourentez da zont ebarz.
Bemdez ive ez ea da besketa ; ha p’en deveze great tro vat e vije laouen dremm Janned e wreg ; pa n’en deveze tapet netra avat e veze chaok ha safar ken na garfe den beza bet o selaou ; neuze Maudez a gleve e begement.
« Me ouie a-walc’h e lezfez ac’hanon ama da vervel gant an naon ; keit ha ne vanko netra d’it ne vezi ket nec’het ganen-me ! »
Maudez en deveze poan galon o tostaat ouz ar gear pa rea dervez fall. Daou zervez dioc’htu e c’hoarvezas an dra-ze gantan. Neuze eo e klevas e bater hag al litaniou a oar ker mat paotrezed an aochou.
Ar barrad koulskoude a dremenas adarre hag ar peoc’h a deuas en goude. Teuler a reas e rouejou antronoz ; ha petra deuas ganto ? Netra nemet eur pesk bihan kov rus, hag a gomze (biskoaz kement-all !) Ya, eur pesk hag a gomze, lavaret mat am eus.
— « Taol ac’hanon er mor, » eme ar pesk d’ar pesketaër.
— « O ne rin ket, fidamdoulle avat ! Deac’h diveza n’em boa bet hini ebet ; o n’ em beus ket ankounac’heat ker buhan an trouz a reas d’in Janned va gwreg. »
— « Taol ac’hanon er mor, pa lavaran d’it, eme ar pesk