— « Taol ’ta anezi d’in ama ! »
— O ne ran ket, doubl-chas ! eme Job. Tud a ouenn uhel evel houma ne vezont ket skoet a-droujou egiz-se ! Deus deveti, mar karez ! »
— « N’in ket, tanfoeltr ! » eme ar peulvan.
— « Mat, neuze, ne vezo d’it na brema na morse. Eur wech, diou wech, dont a ri d’he c’herc’hat ? »
— « Hag ez in, » eme ar peulvan o tont en eul lamm eus e doull.
Kregi en e gleze hag en e bistolen ha trec’hi tri benn d’ar pez divergont, setu ar pez a reas Job ker buhan ha ken prim ha ma par al luc’heden en oabl. Troc’het d’ezan tri benn, ar paotr difeson a strinke tan dioutan hag a glaske ive skei war e zaou enebour. Ne deuas ket a-benn evelato da dizout hini ebet anezo, kaer en doa c’hoari.
Ha setu ma reas ar peoc’h gant Job ac’han d’an deiz warlerc’h.
— « Ha brema, eme an den yaouank d’ar brinsez, deuit ganen ! »
— « N’ez in ket, emezi, trouz a glevfen gant va zad. »
— « Pa lavaran d’eoc’h, deuit ganen, me a gaso ac’hanoc’h d’ar gear. »
Dizrei a reas ar brinsez d’ar gear. Job en doa difennet grons outi lavaret grik eus ar pez a yoa c’hoarvezet.
— « Petra ! eme ar roue koz pa welas e verc’h, dizroet houma d’ar gear adarre ! »
— Ya da, va zad ! eme ar brinsez ; n’en deus ket bet ezom ac’hanon hizio adarre ! »
— « Nag a drein a zo gant hennez ! ’Meus aon ema oc’h ober gwap a’chanomp ! »
D’an deiz warlerc’h an hevelep safar dre gear adarre.
Evel en derc’hent Job a yeas p’ edo an dud o tizrei ; edo merc’h a roue ouz hen gortoz.
— « Na penaos emaoc’h ganti ? » a c’houlennas Job gant an demezel.
— « Evel deac’h, eme ar brinsez, nemet ez eo muioc’h kounnaret « va zamm aotrou » !
— « Mat, eme Job, bremaik ma ro Doue d’in e skoazel, me a gaso anezan da vro e dud koz ! » Hag ez ejont a-nevez betek toull ar peulvan.
— « Kemer houma diganen, paotr bras, » eme Job.