Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/96

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 86 —


A-benn eur prennad Job a glevas trouz treid skanv o tisken an deleziou. Arru oa ar brinsez.

— « A ! Job ! emezi, c’houi eo. Pell zo edon ouz ho kedal. Deuit ganen. » Ha Job ha sevel d’an neac’h da heul ar brinsez. Mont a rejont war eün da gaout ar roue a yoa o tomma gant ar glaouaer.

— « Deiz mat d’eoc’h, Aotrou roue ! » eme Job. — « Ha d’it, va faotr, eme ar roue o sevel en e zav ; penaos ema kont ganez ? » Ar brinsez ne roas ket amzer d’ezan da respont, hag a lavaras kerkent.

— « Va zad, setu va madoberour, va zalver ! »

— « Hennez ! » eme ar roue.

— « Ya, Aotrou, eme Job, me eo. Pe an hini ema gantan ar pennou pe an hini a zoug an teodou eo en deus lazet ar pez fall ? »

— « Douetans ebet war gement-se, eme ar roue kerkent, an hini ema gantan an teodou eo. »

— « Delit, Aotrou ! emaint aze, » a lavaras Job o tenna eus e c’hodel mouchouar-fri ar brinsez.

— « Mouchouar va merc’h ! eme ar roue ; ya, hennez eo em boa roet d’ezi da vont d’ar c’hoad. »

Ar glaouaer a jomas mantret gant kement-all. Ar brinzed a ziskouezas d’ezan trugarez. Lavaret e oe dezan mont gant e hent ha diouall da zispaka mui beg e fri dre eno pe e viche krouget uhel ha ber, hag ar boan ne viche ket laeret.

Mont a reas ac’hano, eun tammig lostok, ha leac’h a yoa da veza.

Prestik goude e oe great an eured gant eul levenez vras. Setu dimezet Job da verc’h ar roue. Epad pemzek dez e oe friko ha c’hoariou evit an holl.

Eur pennadig brao a amzer a zo tremenet abaoue an eured. Betek-hen n’ez eus deuet netra da ober dieas d’an daou bried yaouank. Bevet o doa evurus betek neuze, mes, siouaz ! pep den en deus e blaneden, hag eo red mat d’ezan he heuilha.

Eur pardaez edont o vonet da gousket ; ha setu pa edo o serra prenestr ar gambr Job o welet eur pennadig ac’hano eur sklerijen dudius.

— « Sell ’ta ! emezan, petra eo ar sklerijen a welan-me du-ze ? »

— « Petra ? emezi, an tan artifis, marvat ! Bah ! deus da gousket ’ta buan. »