Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/98

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 88 —


Yann na lavaras netra, sonjal a rea: « Va breur a zo du-hont, ha me a yelo ive. »

Ne dalv ket d’in displega en e hed ar pez a zigouezas gantan a-c’heudevez : e blaneden a zo evit doare henvel ouz hini e vreur hena.

An deirvet rozen a voenvas ; ha Jakez a yeas da gaout e dad :

— « Va zad, emezan, setu maro va breudeur, hag eo red mat d’in nuont da zispenn o roudou. »

— « Petra, va mab, petra glevan ?… Tri am eus savet, ha brema, pam eus ar muia ezom da gaout skoazel diganto, em c’hosni, e teuont holl d’am dilezel ! Ma n’eo ket eun druez ! »

— « O mat, va zad ! Red eo d’in koulskoude, p’eo gwir em eus roet va ger ez ajen. »

— « It eta, va mab, ha daoust d’am glac’har, e pedan Doue da rei d’eoc’h e vennoz. »

Ha Jakez d’e dro o vont en hent gant e varc’h hag e gi.

Ober a reas evel e zaou vreur. Goulennet e oe digantan ha n’oa ket an hini a zimezas da verc’h ar roue. Ne gredas ket lavaret nan, rak eun dra bennak a lavare d’ezan e ranke c’hoari evel-se.

Goulen a reas mont betek e c’hoar-gaer. Oc’h e welet houma a lavaras raktal :

— « Da beleac’h ’ta oas eat adarre ? »

— « Da chaseal, va friedig ker ; kollet em boa va hent, hag em beus ranket lakaat digas ac’hanon d’ar gear. »

— « Iskiz eo, lavar ’ta ! »

Deuet oa an noz pell a yoa, poent mont da gousket Savet d’e gambr, Jakez a welas kouls hag e vreudeur an tarsad sklerijen skedus a yoa dirazan en dremwel.

— « Mat, a zonje, me a ranko gouzout petra eo an dra-ze. » Hag hen da c’houlen gant merc’h ar roue perak ez oa ker sklear an dremwel.

— « Te, emezi, a zo eun torr-penn ; n’em boa-me ket lavaret d’it deac’h ? Hag e c’houlennez adarre ? »

— « Mat ! Mat ! eme Jakez ; ankounac’heat em boa ! »

Jakez avat a lavare atao ennan e-unan : « Duhont ema va breudeur, ha me a yelo d’o gwelet ha d’o diboania mar bez red ! »

— « Deus ’ta d’az kwele, eme ar brinsez. Da ober petra e chomez aze ? »

— « Alo ! eme Job, n’eo ket an dra-ze eo. Red mat eo d’eomp en em glevet brema war ar pez hon deus da ober. Ar plac’h kez se