Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/101

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
91
sant vaze, XXVI.

dezhan : Salud, Mestr ; hag e pokaz dezhan. (50) Mes Jesus a lavaraz dezhan : Va mignon, da betra oud-de deuet aman ? Neuze o tostaad, e lekejont ho daouarn var Jesus, hag e crogjont enhan.

(51) Ha setu, unan euz ar re a oa gant Jesus, oc’h astenn he zorn, a dennaz he gleze, hag o skei gant eur servicher d’ar beleg braz, e troc’haz he skouarn dezhan. (52) Neuze Jesus a lavaraz dezhan : Laka a-nevez da gleze en he blas ; rag ar re holl a gemero ar c’hleze a berisso dre ar c’hleze. (53) Ha sonjal a rez-te na helfen-me ket breman pedi va Zad, hag e tigasfe d’in rag-tal ouzpen daouzec lejion a elez ? (54) Penaos eta e vefe neuze accomplisset ar Scrituriou, pere a lavar ez eo red e c’hoarvezfe an traou-man holl.

(55) Neuze e lavaraz Jesus d’an dud-se : C’houi a zo deuet gant klezeier ha gant bizier, evel varlerc’h eul laër, da gemeret ac’hanoun ; bemdez e oann azezet en ho touez, o kelen en templ ha n’hoc’h euz ket croget enoun. (56) Mes an holl draou-man a zo c’hoarvezet, evit ma vije accomplisset ar pez ho deuz scrivet ar brofeted. Neuze an diskibien holl hen dilezaz, hag a dec’haz kuit.

(57) Mes ar re ho doa kemeret Jesus a gassaz anezhan da Gaïphas, ar beleg-braz, en pelec’h e oa assamblet ar Scribed hag ar re Ancien.

(58) Ha Per a heuliaz anezhan a-ziabell, bete lez ar beleg-braz, hag, o veza eat ebarz, ec’h